
Sign up to save your podcasts
Or


Abaoe miz Gwengolo ’vez gwelet liseidi ha studierien o vanifestiñ er straedoù evit kaout muioc’h a gelennerien ha kondisionoù labour gwelloc’h. Goull a reont e vefe gouestlet muioc’h a arc’hant d’an deskadurezh gant ar gouarnamant. Klemm a reont ivez eus feulster ar polis, diskuliañ a reont an dizingalderioù sokial, hag hetiñ a reont e vefe muioc’h a zemokratelezh er vro. Koulskoude eo dreist-holl war ar feulster ez eus bet pouezet gant ar re o deus rentet kont eus stourm ar re youank-mañ. Met eus peseurt feulster e komzer ? Ha peseurt feulster a c’hell bezañ reizh ? An hini a zifenn an urzh diazezet pe an hini a sav a-enep dezhañ ?
Gant Max Weber, Hannah Arendt, Nelson Mandela ha Martin Luther King, e sell ar gronikenn-mañ ouzh monopol ar Stad war ar « feulster reizh » ; goude-se en em c’houll hag-eñ eo efedus feulster ar stourmerien, ha peseurt riskloù a zo liammet outañ. Hag er fin en em harp war enklaskoù skiantoù politikel nevez evit studiañ promesaoù ha bevennoù an nann-feulster.
Daoust ha ne servij ar skolioù nemet da gelenn d’ar vugale, da zigeriñ anezhe war ar bed ha da zieubiñ o spered ?
Er gronikenn-mañ e komzimp eus palioù ken pouezus all, ma n’eo ket muioc’h : stummañ sitoaianed sentus, skignañ ar vroadelouriezh Stad, ha disgwriziennañ ar minorelezhioù.
Gwelout a rimp penaos e vez kustumet ar vugale ouzh an aotrouniezh gant ar reolennoù hag an disiplin, penaos e servij ar skolioù da lakaat ar vugale da zeskiñ ar romant broadel ha penaos int bet implijet evit diskar yezhoù ha sevenadurioù ar minorelezhioù en ur vont a-wechoù betek ar c’henellazh (etnosid).
Gwelout a rimp, evit klozañ, e c’heller kinnig un doare all da gelenn, diazezet war an emrenerezh, al liesseurted sevenadurel, ar c'hrouusted hag an treuzkas a-blaen. Kement ha stummañ tud dishual…
Er bloavezhioù 1980, e Suafrika, ar re Zu ac'h ae d'ober 80 % eus ar boblañs, tra ma n’ae ar re Wenn d'ober nemet un 10 % bennak. Ha koulskoude eo ar re Zu a veve evel ur vinorelezh... Penaos eo posupl kement-se ? Abalamour ma n'eo ket diazezet ar fed da vezañ ur « vinorelezh » war niver an dud, met war an darempredoù galloud.
Er gronikenn-mañ e tizoloimp ar pezh a vez kuzhet gant ar ger-se hag ar pezh a vez lakaet da vezañ reizh, sañset. Ha komz a rimp eus ur mod all da welout an degouezhioù mestroniezh, gant ar prederour Antonio Gramsci.
Eus ar Vretoned e vo komzet e studiadenn-skouer gentañ « Soñjoù dishual ». A-hed ar c'hantvedoù — adalek kronikourien ar Grennamzer betek farsadennoù Pierre Desproges, en ur dremen dre skridoù Hugo ha Balzac — zo bet savet eus ar Vretoned skeudenn ur bobl emsaverien. Start da c’houarn hag aheurtet. Diazezet eo ar skeudenn-mañ war stourmoù hag a zo bet dioute da vat. Met an istor a ziskouez e c’hell ivez ar Vretoned plegañ dirak an aotrouniezh, pa vefe o tont eus an Iliz pe eus ar Stad. Neuze, daoust hag-eñ eo ken disentus-se ar Vretoned ? Kentoc'h arlivet e vo ar respont.
Abadenn gentañ « Soñjoù dishual ». Perak e sentomp ouzh galloudoù hag a lavar dileuriañ ac'hanomp, pa gemeront an divizoù en hon flas ? Er gronikenn gentañ-mañ e lakomp diazezoù un enklask e teir lodenn hag a bado meur a vloaz. Klask a rimp kompren ar pennholierezh (pe an hejemoni) — da lâret eo ar mod ma vezomp lakaet d’asantiñ bezañ renet ha mestroniet —, ober a rimp anaoudegezh gant stourmoù ar minorelezhioù broadel er bed a-bezh, hag ijinañ a rimp dibaboù demokratel gwirion. Ne vo nag ur brezegenn stourmer prest-ha-tout, nag ur gentel. Kentoc’h goulennoù, mennozhioù, hag ur preder da sevel a-stroll gant tout ar re a soñj gante ez eus un dra bennak da cheñch er bed-mañ.
From the publisher's feed