
Sign up to save your podcasts
Or


Da zaouzek vloaz he deus bet Añjela he santifikad. Kaset e vez d’ar skolaj e Lezneven. Komzoù an aluzenner a drubuilh anezhi. Ha ma vefe he mamm en ifern evit he fec’hed yaouankiz ? O welet pegen devot eo Añjela, o pediñ dalc’hmat evit salvidigezh he mamm, e kinnig seurez ar skolaj da Añjela mont d’ar gouent evit en em ouestlañ da Zoue. Dominig, he faeron, a zo doaniet o welet anezhi o vont gant an hent-se. Goude ur pennad er gouent e tiviz Añjela distreiñ d’ar bed, mankout a ra an natur dezhi, hag he faeron muiañ-karet.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg
By Heklev PodkastDa zaouzek vloaz he deus bet Añjela he santifikad. Kaset e vez d’ar skolaj e Lezneven. Komzoù an aluzenner a drubuilh anezhi. Ha ma vefe he mamm en ifern evit he fec’hed yaouankiz ? O welet pegen devot eo Añjela, o pediñ dalc’hmat evit salvidigezh he mamm, e kinnig seurez ar skolaj da Añjela mont d’ar gouent evit en em ouestlañ da Zoue. Dominig, he faeron, a zo doaniet o welet anezhi o vont gant an hent-se. Goude ur pennad er gouent e tiviz Añjela distreiñ d’ar bed, mankout a ra an natur dezhi, hag he faeron muiañ-karet.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg