Heklev Bugale

Heklev Bugale

Download on the App Store

Heklev Bugale episodes

  • Ar re votoù tasmantet

    Un istor skrivet gant Loeiza an Duigou

    Fur ha sirius on bet bloavezhioù-pad, o labourat e ospital ar re votoù… Met graet em eus ur gejadenn souezhus ha komprenet, siwazh, e c’hell ar garantez hag ar feulster degouezhout dorn-ha-dorn er vuhez. Ma micher-me a zo botaouer, ne c’hellan ket dont da vezañ muntrer.

    Skrivañ : Loeiza an Duigou
    C’hoari : Maxime L’hostis
    Sonerezh : Krismenn
    Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
    Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
    Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc 
    Tresadenn : Anna Duval-Guennoc
    Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast

    Enrollet e studio Dizale  e miz Even 2026,
    Gant skoazell Rannvro Breizh.

    20 min
  • Jaxx von Poullpri

    Un istor skrivet gant Klet Beyer

    Ur c’hi-chase ur bloaz eo Jaxx von Poullpri. Desavet eo bet evit ar chase met ul loen diroll ‘vez pa vez o redek war ar maezioù. Un deiz en em gav pell ouzh e vagad, goude ur redadeg diroll. Kompren a ra e c’hell bremañ mont dieub da foetañ bro. Met ret e vo d’ar c’hi yaouank stourm da zerc’hel mat d’e frankiz nevez !

    Skrivet ha c’hoariet gant Klet Beyer
    Sonerezh : Perynn Bleunven
    Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
    Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
    Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc 
    Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast

    Enrollet e studio Dizale e miz Gouere 2026
    Gant skoazell Rannvro Breizh

    14 min
  • Er-maez ar bed o treiñ

    Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenola Coïc

    Emañ Mili o kousket e kouskva he skolaj evel un 200 krennard.ez bennak. War greiz an noz e sono an alarm, hini ar gwalldaolioù. Ret e vo d’ar grennarded mont d’o loch-goudor bet toullet dindan zouar evit en em wareziñ. Daoust-hag aes e vo dezho kenvevañ e-maez an bed o treiñ ?


    Sonerezh : Krismenn
    Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec
    Sikour war ar c’hoari : Loeiza Beauvir
    Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
    Tresadenn : Anna Duval Guennoc
    Produiñ : Anna Lincoln - Kalanna hag Heklev Podkast
    Enrollet e Studio Dizale e miz Ebrel 2026,
    gant skoazell Rannvro Breizh

    18 min
  • Hanvezh ar bignerez

    Un istor ijinet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir

    Tom ha Lena a zo breur ha c’hoar. En un tour uhel deus Brest emaint o chom. E pad an hanv e chom an daou ganfard er  gêr pa vez o mamm o labourat. Tom a zo sot gant ar mangaioù. P’emañ eñ beuzet en e lennadennoù e fell da Lena mont da zizoleiñ an 20vet estaj, penn uhelañ an tour. Petra ‘vo dizoloet eno ? O vont hag o tont gant ar bignerez e tremeno Tom ha Lena un hanvezh dibar. 

     

    Skrivet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir
    Sonerezh : Krismenn
    Sikour war ar c’hoari hag ar skrivañ : Thomas Cloarec
    Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
    Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
    Tresadenn : Anna Duval Guennoc
    Produiñ : Anna Lincoln - Kalanna hag Heklev Podkast
    Enrollet e Studio Dizale e miz Mae 2026, 
    gant skoazell Rannvro Breizh.

    24 min
  • Ar Robot Dizimplij

    Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marvin Moal.

    E keriadenn ar robotoù Houarnenez emañ Morzhol o labourat. Un deiz p’emañ o labourat war ur chanter e kej gant ur robot anvet Job o stranniñ, dizimplij. Ur robot dizimplij? Met petra eo an dra-se ? Ha setu Morzhol a lak anezhañ da labourat, siwazh, ur gwalzarvoud a erruo dre e fazi…

    Sonerezh : Perynn Bleunvenn - Trugarez d’ar fañfar A Bout de Souffle
    Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec
    Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier 
    Sikour war ar bezhoneg: Stefan Moal
    Tresadenn : Anna Duval Guennoc
    Produiñ : Anna Lincoln - Kalanna hag Heklev Podkast
    Enrollet e Studio Dizale e miz Mae 2026
    Gant skoazell Rannvro Breizh.

    15 min
  • Ur Sekred Mezhus

    Un istor ijinet ha c’hoariet gant Tinaig ar Menn-Coïc ha Kristof ar Menn

    Ne vez ket aes bemdez kaout kamaradezed sot gant Katy Perry nag un tad o selaou disehan deus ar c'hoarezed Goadeg… O vougañ 'mañ Marc'haid ! Ar sonerezh a blij dezhi a zo disheñvel mat… Ur sekred eo… Met, petra 'kano Marc'haid evit kenstrivadeg kanañ ar skolaj? An holl a seblant gouzout eviti!

    Skrivet ha c’hoariet gant Tinaig ar Menn-Coïc ha Kristof ar Menn
    Sonerezh : Krismenn
    Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec
    Sikour war ar c’hoari : Loeiza Beauvir
    Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
    Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
    Tresadenn : Anna Duval Guennoc
    Produiñ : Anna Lincoln - Kalanna hag Heklev Podkast
    Enrollet e Studio Dizale e miz Ebrel 2026, 
    gant skoazell Rannvro Breizh.

    20 min
  • Mayan hag ar c'hleuzioù

    Un istor ijinet ha c'hoariet gant Loeiza Beauvir.

    9 vloaz eo Mayan. War ar maez eman o chom. Plijout a ra dezhi mont da bourmen dre ar wenojennoù ha stranin war ar c’hleuzioù. Ur bern traoù a zo da arvestin aze : gwez, amprevaned lies-liv, geotennoù a bep seurt... Er skol padal e kav ar plac’hig hir he amzer. Eno he deus ar skolaerez barc’het ur viskoulenn en ul lestr gwer evit ma c’hellfe ar vugale sellet pizh deus outi a zeiz da zeiz. Mayan n’eo ket plijet tamm ebet gant an taol arnod-se.

    Sonerezh : Perynn Bleunven 
    Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec
    Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rouzic-Plantec
    Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
    Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast
    Enrollet e Studio Dizale, Kemper, e miz Mae 2026
    Gant skoazell Rannvro Breizh

    19 min
  • E-kreiz an dachenn

    Un istor ijinet ha c'hoariet gant Lukaz Nedeleg.

    En ur vilajenn war ar maez ‘vez lusket buhez Titouan er memes mod atav. Ar velldroad hag ar skol ‘ra darn vrasañ eus e amzer. Bed ar baotred yaouank eo. Titouan, koulskoude, zo o cheñch tamm-ha-tamm. Un deiz e teuio unan bennak er skol da ober un dra dic’hortoz ha setu ar paotrig da sevel goulennoù outañ e-unan. Un danevell enkorfet gant an haroz e-unan-penn war ur sizhuniad dindan stumm un deiz-levr.

    Sonerezh : Krismenn 
    Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec
    Sikour war ar c'hoari : Loeiza Beauvir

    Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier
    Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
    Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast


    Enrollet e Studio Dizale, Kemper, e miz Ebrel 2026
    Gant skoazell Rannvro Breizh

    24 min
  • Ken ar C'hraken hag an deñvalijenn

    Un istor ijinet ha c'hoariet gant Morgane Cotten.

    Ken ar C’hraken hag an Deñvalijenn a gont istor Ken, ur c’hrakenig hag en deus aon rak an deñvalijenn. Pa vez kollet e vignonez Lutig en donvorioù teñval e rank bezañ kalonek evit mont d’he c’havout. Dre e veaj e tesk kaout fiziañs ennañ e-unan hag e kav ur c’houlaouenn nevez ennañ. Istor ar vignoniezh, ar spi hag an trec’h war hon aonioù eo.

    Skrivet ha c’hoariet gant Morgane Cotten
    Sonerezh : Perynn Bleunven 
    Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec
    Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rouzic-Plantec
    Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
    Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast
    Enrollet e Studio Dizale, e miz Mae 2026
    Gant skoazell Rannvro Breizh
     

    17 min
  • Ur prof dic'hortoz

    Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenola Coic.

    Deiz-ha-bloaz Veig eo ha fellout a ra dezhañ kaout ur switch evit ober evel ar re all, met n’en do switch ebet siwazh. Trist eo Veig goude bezañ bet digoret e brofoù. Ur prof diwezhañ diwezhatoc’h a lako anezhañ da lammat gant levenez. Selaouit hag e klevfet peseurt prof en do.

    Skrivet ha c’hoariet gant Gwenola Coic
    Sonerezh : Perynn Bleunven
    Sikour war ar skrivañ hag ar c'hoari: Thomas Cloarec
    Enrollañ ha kemmeskañ : Théophilie Rouzic-Plantec
    Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
    Tresadenn : Anna Duval Guennoc


    Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast
    Enrollet e Studio Dizale e miz Mae 2026, 
    gant skoazell Rannvro Breizh.

    13 min

About Heklev Bugale

From the publisher's feed

HEKLEV PODKAST a zo ur gevredigezh savet a-benn krouiñ ha skignañ istorioù a-vremañ e brezhoneg. Lañset eo bet ar raktres gant brezhonegerien: produerien, skrivagnerien,…