C'hwezh an deiz

C'hwezh an deiz

By Radio KerneSociety & Culture
Download on the App Store

C'hwezh an deiz episodes

  • C'hwezh an deiz 17/03/2026
    Stajidi ha stajiadezed an teir greizenn stummañ Roudour, Mervent ha Kelenn a oa en em bodet e Ti ar Vro Kemper evit ur prantad eskemm ha c'hoari goude o 6 miz stummadur.
    kaourintin Sanson, rener ha kelenner kloerdi Sant Erwan e Roazhon diwar-benn ar C'horaiz.
    Heuliadenn ar sizhun : Championnes kentañ teulfilm Morgane Lincy-Fercot.
    Kronikoù :
    Un den er bed
    Brav ha Bev
    Keleier : Erwan Blanchard (Arvorig Fm)
    Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
    0 min
  • C'hwezh an deiz 16 03 2026
    -'Championnes', ur film gant Morgane Lincy-Fercot, a gonto deomp istor ur strollad foot espar bet savet gant merc'hed en uzin Chaffoteaux e Aodoù an Arvor ( da vare ''les Côtes-du-Nord ! ), 50 vloaz zo. (Marianne Vaidie)
    -Nathalie Roy-Boutin a ginnig atalieroù-skrivañ e Norzh al Liger-Atlantel. (Liza Jakez-Vargas)
    -Ludu Du , un daouad muzik divoutin, doareet deomp gant Anna Duval-Guennoc. (Morgane Cotten)
    -Div vunutenn evit kompren ar yenien (Morgane Brammoullé)
    -Ha munutennoù all c'hoazh gant Loeiz Belleg, diwar-benn al liv glas (War hentoù an antropocen)
    -Keleier: Aodren Trehin
    2 hr
  • C'hwezh an deiz, 13 a viz Meurzh 2026
    1/ 'Benn disul e vo dalc'het tro gentañ an dilennadegoù ti-kêr. E Kemper e klasko ar vaerez, Isabelle Assih, mirout he c'hador. Dimerc'her da noz he doa dalc'het ur meeting e sal Dan ar Braz e Kemper, gant an holl dud a zo war he listenn. En o zouez emañ Uisant Crequer, eus Nouvelle Donne, bet dilennad war ar reneveziñ demokratel hag ar c'hoskor er mandat tremenet, Kentin Le Priol, eus strollad an ekologourien, Yann Fouchet, eus ar strollad komunour ha Nadine Urvois, eus ar PS, bet kuzulierez kêr evit sevenadur Breizh er resped diwezhañ ivez. (ur bilañs, ha kinnigoù evit an dazont / ur sujed gant Metig Jakez-Vargas)
    2/Disadorn e oa bet dalc’het un devezh-studi deus ar c’hentañ e Langidig, aozet e oa an devezh gant KEAV Kamp Etrekeltiek ar vrezhonegerien. Daou skolveuriad a oa deuet da gemer ar gaoz : Myriam Guillevic diwar-benn an treiñ, ar binviji hag an teknikoù treiñ. Ronan ar C’hoadig a oa deuet ivez da gemer ar gaoz diwar-benn an tem Yezh hag Identelezh. Studiet en deus ar santimant aparchantiñ e Breizh, al liamm gant ar yezhoù hag ar santimant ha neus keñveriet gant pobloù all e Europa ar c’hornog : Broioù Katalan, Bro Gembreha Bro-Skos. Implijet neus goulennoù Moreno en e studiadenn goulennoù war ar santimant aparchañtiñ a vez implijet er bed a-bezh, nemet e Bro C’hall. (Anton Burel)
    3/ Tamm diwezhañ hor frapad-komz diwar-benn Kouign an Ened gant Fulup Gwegen. E vreur eo ar bouloñjer. O daou o deus bet gwelet o mamm hag o mamm-gozh fardañ kouignoù er stal-familh troet da SCOP e Mahalon
    4/ Plant an deiz, gant Gwennaig Viol: ar skav
    5/Treuzkast, an dibab podkastoù gant Morgane Cotten: an dilhad
    6/Keleier: Erwan Blanchard
    2 hr 5 min
  • C'hwezh an Deiz 12/03/2026
    Drian Bernier diwar-benn e gizelladennoù diskouezhet e Kelenn e Kemper
    Lukian Kergoad, diwar-benn ar panelloù touristel e brezhoneg digomprenus e Lokorn
    Heuliadenn ar sizhun : Kouign an Ened
    Kronikoù
    Ali lenn ar sizhun : Levrioù gant loened gant un draig ouzhpenn 1/2
    Debrer buzhug : Anavezout kan ar boc'hig ruz
    Keleier : Metig Jakez-Vargas
    Abadenn ziwezhañ kinniget gant Morgane Bramoullé
    Skeudenn : Marianne Vaidie
    0 min
  • C'hwezh an deiz 11/03/2026
    Yann Guillamot evit Brezhoneg war wel. Kinniget eo bet gante respontoù teir listennad war ar renk evit an dilennadegoù-kêr e Kemper d'o c'houlennaoueg
    Agathe Seïté da geñver an dilennadegoù-kêr e Molenez. Un atersadenn gant Metig Jakez Vargas
    Heuliadenn ar sizhun: Kouign an ened
    Kronikoù:
    Hunvreal er salioù teñval
    Barzhaz
    Keleier: Aodren Tréhin
    Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
    0 min
  • C'hwezh an deiz 10/03/2026
    Maxime Touzé diwar-benn Douarnenez Kengred, unan eus al listennoù war ar renk evit an dilennadegoù ti-kêr e Douarnenez.
    Loic Philippon diwar-benn un emglev sinet etre Ti ar Vro Quimper, Ti Kêr Kemper hag evit ar wech kentañ KBI, Kemper Breizh Izel, tolpad kêrioù Kemper.
    Heulidenn ar sizhun : Kouign an Ened
    Kronikoù :
    Brav ha Bev
    Un den er bed
    Keleier : Benjamin Bouard (Radio Kreiz Breizh) : kudennoù da 7e30, gwelloc'h selaou ar c'heleier da 8e30.
    Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
    2 hr
  • C'hwezh an Deiz 09/03/2026
    Ar c'hinnigoù evit ar brezhoneg graet gant al liestennadoù war ar renk en dilennadegoù kêr e Douarnenez.
    Programm an abadennoù e miz Meurzh gant Ti ar Vro Kemper
    Heuliadenn ar sizhun : Kouign an Ened
    Kronikoù
    2vn evit kompren : perak hon eus roufennoù
    War hentoù an antroposen : Tsutomu Yamagushi
    Keleier : Anton Burel
    Abadennk kinniget gant Morgane Bramoullé
    1 hr 58 min
  • C'hwezh an deiz 06/03/2026
    Lors Skavenneg, leurenner ha rener arzel, da geñver an abadenn "Kenavo d'ar bed all"
    Pauline le Péculier da geñver he zeulfilm"Estelle la relève". Un atersadenn gant Radio Kreiz Breizh
    Heuliadenn ar sizhun: ar strollad Chien d'enfant
    Kronikoù:
    Strujenn
    Treuzkast
    Keleier: Erwan Blanchard
    Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
    0 min
  • C'hwezh an Deiz 05/03/2026
    Morgane Lincy Fercot diwar-benn he zeulfilm Championnes
    Emilie Vigouroux diwar-benn ar staj boks hag emzifenn evit ar plac'hed a vo disadorn
    Heuliadenn ar sizhun : ar strollad Chien d'enfant
    Kronikoù
    Ali lenn ar sizhun : Yokai gant Fleur Daugey
    Mouk : bugelouriezh
    Keleier : Anton Burel
    Abadennk kinniget gant Morgane Bramoullé
    1 hr 58 min
  • C'hwezh an deiz 04/03/2026
    Annie Ebrel diwar-benn ur brezegenn gant he nizez, Marie Berardy, diwar-benn an treuzkas, ar familh hag ar c'hrouiñ. Lakaet e vo ar gaoz ivez war an nozvezh So Breizh e c'hoariva Kerne.
    Dominique Merien ha Reun Merdy diwar-benn ur veilhadeg e brezhoneg e Gouezeg d'ar sul 8 a viz Meurzh aozet gant ar c'hevredigezhioù Sevenadur evit an holl ha Brezhoneg e Bro Rouzig.
    Heuliadenn ar sizhun : ar strollad muzik Chien Denfant.
    Chroniques :
    Barzhaz
    Hunvreal er salioù teñval
    Keleier : Aodren Trehin (Radio Bro Gwened)
    Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
    2 hr

About C'hwezh an deiz

From the publisher's feed

C'hwezh an deiz, an abadenn o tigeriñ an devezh ! Atersadennoù, reportajoù, keleier ha liv an amzer.