Elen Rubin, renerez ar gevredigezh Daoulagad Breizh diwar-benn an teulfilm L'Ombre des Méres skignet evit mizvezh an teulfilmoù e Penn-ar-bed.
Fulup Gwegen tenzorer ar gevredigezh Arts en Ploz diwar-benn ur sonadeg sonerez barok dalc'het d'an 3 a viz Du.
Claire Cariou diwar-benn hec’h embregerezh nevez-krouet [L'Eclaireuz] (https://leclaireuz.com/?fbclid=IwAR2_AS84mZMfopa0upwoL4xBHL4vzV2wbBSvhW6fE0k45lkCytUeWaolWGM) .
Lerc'h ha Lerc'h : Yann-bêr Kemener diwar-benn e levr nevez eus ar Saga Arvorika, Na Doue na Mestr, Dishual ha Digabestr embannet gant Skol Vreizh.
Kronikoù :
Ouzhpenn ar vretoned 'zo : Debriñ bezhin en Europa
Un den er bed : Missak Manouchian
Keleier : Erwan Blanchard (Arvorig Fm)
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie