C'hwezh an deiz

C'hwezh an deiz

By Radio KerneSociety & Culture
Download on the App Store

C'hwezh an deiz episodes

  • C'hwezh an deiz 27/09/2022
    C'hwezh an deiz 27/09/2022
    Solange Creignou, dirak mikro Maelle Auzias (RKB), diwar-benn kirri-boutin digoust Montroulez.
    Lukian Kergoad, eil lodenn an atersadenn diwar-benn Kreizenn ar Geriaouiñ, gant Tunvezh Wloegen.
    Kronikennoù : 'Zhpenn ar Vretoned zo / Un den er Bed
    Keleier gant Tunvezh Wloegen
    0 min
  • C'hwezh an deiz 26/09/2022
    Eil lodenn an atersadenn gant Brendan Budok Durand-Le Ludec diwar-benn an afer a ra reuz e bed an echedoù etre Magnus Carlsen ha Hans Niemann.
    Krouet eo bet ar gevredigezh Kreizenn ar Geriaouiñ e 1985, diwar youl Diwan, a‑benn prientiñ ha pourchas an ostilhoù terminologel ha pedagogel ret evit digeriñ skolaj kentañ Diwan er bloavezh 1988 e Brest, hag ivez evit diorren an hentennoù kelennadurezh divyezhek galleg‑brezhoneg.
    Lukian Kergoat a respont da c'houlennoù Tunvezh Gwlagen-Grandjean.
    Heuliadenn ar sizhun : Lukaz Nedeleg diwar-benn al labour graet gant Korriged is, kelc'h keltiek Douarnenez.
    Kronikoù
    2vn evit kompren : Diviañ ar metal
    Yec'hed : Helicobactere Pylori
    Keleier : Tomaz Laken (Radio kreiz Breizh)
    Abadenn gant Marianne Vaidie
    0 min
  • C'hwezh an deiz 23/09/2022
    Yannig Menguy diwar-benn ar c'homite-gevelliñ Plugüen-Llandovery krouet e 1984 hag evit brudañ ur fest-noz dalc'het d'ar Sadorn 8 a viz Here.
    Goulven Troadeg peizant e Benac'h hag ezel eus ar c'honfederasion Peizanted Aodoù-an-Arvor a zo ouzh mikro Maelle Ausias evit lakaat ar gaoz war ar sec'hor a vez ba Breizh ha Bro-C'hall dibaoe miz Eost.
    Heuliadenn ar sizhun : Katell Uguen o kontañ deomp he beaj e Amerika an Norzh evit un abadenn a vo gwelet war ho skrammoù, an abadenn Tap da sac'h.
    Kronikoù
    War Roudou an Dinozored : An Herrerazorus
    50 vloaz Dastum : Jermen Boutier
    Keleier : Tomaz Laken (Radio Kreiz Breizh)
    Abadenn gant Marianne Vaidie
    1 hr 30 min
  • C'hwezh an deiz 22/09/2022
    C'hwezh an deiz 22/09/2022
    Katell Uguen, diwar-benn he mamn Odile hag ar priñs Charlez.
    Brendan-Budok Durant Le Ludec, diwar-benn ar bartienn echedoù zo bet etre Magnus Carlsen hag Hans Niemmann.
    Kronikennoù : An Ali Lenn / Pesa'mod vé lâr't
    Keleier gant Anton Burel
    0 min
  • C'hwezh an deiz 21/09/2022
    Jerome Ollivry eus skipailh Ofis publik ar brezhoneg, diwar-benn levr Youen Drezen "An dour en-dro d'an Inizi" a vo adembannet ha da rakprenañ.
    Alan Kloareg eus ar strollad dizalc'hour Douar ha Frankiz diwar-benn an emrenerezh e Breizh.
    Heuliadenn ar sizhun : Katell Uguen o kontañ deomp he beaj e Amerika an Norzh evit un abadenn a vo gwelet war ho skrammoù, an abadenn Tap da sac'h.
    Kronikoù
    Ar bed o treiñ : Mahsa Amini
    Brav ha bev : Al liamm etre an natur ha gant an denelezh.
    Keleier : Erwan Blanchard (Arvorig Fm)
    Abadenn gant Marianne Vaidie
    Poltred tennet eus lec'hienn [Kuzul ar Brezhoneg] (https://www.brezhoneg.org/fr/livres/dour-en-dro-d-inizi)
    0 min
  • C'hwezh an Deiz 20/09/2022
    C'hwezh an Deiz 20/09/2022
    Bec'h al lojeiz er vro, asambles gant Tunvezh Wloegen
    Program ar festival Saint-Riwine, gant Jozef Drigé
    Kronikennoù : 'Zhpenn ar Vretoned zo / Un den er Bed
    Keleier gant Yuna Kojan
    0 min
  • C'hwezh an deiz 19/09/2022
    Enkadenn al lojeiz (1) : Mathilde eus ar strollegezh Douar ha Frankiz ha Maksim Touze ezel eus an UDB ha dilennad e kuzul kêr Douarnenez o displeg deomp stad an traoù e Breizh.
    Testennioù tud : Tomaz hag Arzela.
    Gwenole Fauve diwar-benn an diskouezadeg nevez e abati kozh Landevenneg : "War al ludu o tivogediñ"
    Heuliadenn ar sizhun : Katell Uguen o kontañ deomp he beaj e Amerika an Norzh evit un abadenn a vo gwelet war ho skrammoù, an abadenn Tap da sac'h.
    Kronikoù
    2vn evit kompren : ar rewilding
    Barzhaz : ur gazhez vihan er brezel gant Riwal Jorjilin
    Keleier : Tunvezh Gwlagen-Grandjean
    Abadenn gant Marianne Vaidie
    1 hr 30 min
  • C'hwezh an Deiz 15/09/2022
    Gwenvael Delanoe, diwar-benn enklask Splann gouestlet d'ar metanaat
    Fanny Chaufin, diwar-benn ur strollad kontourien·ezed e brezhoneg nevez krouet
    Heuliadenn ar sizhun : Claire Cariou he deus kuitaet he micher kelennerez
    Kronikoù
    Ali lenn : Âme brisée
    A bep giz : slip an dreistharozed
    Keleier : Tunvezh Gwlagen-Grandjean
    Abadenn gant Morgane Bramoullé
    Skeudenn : Unsplash
    0 min
  • C'hwezh an Deiz 14/09/2022
    Jeanne Spriet, buhezourez nevez erruet e Emglev Bro Douarnenez a ginnig deomp 2 atalier evit yaouankiz Douarnenez. Unan diwar-benn ar c'han hag an dañs gant Elsa Corre hag unan all war ar c'hoarioù dañs kinniget ganti.
    Katell Le Joncour ha Jeanne Spriet diwar-benn ar festival SPLASH dalc'het etre ar 16 hag an 18 a viz Gwengolo e Meilh ar Vern.
    Heuliadenn ar sizhun : Claire Cariou he deus kuitaet he micher kelennerez
    Kronikoù
    Ar bed o treiñ : Kar dre lien Gate.
    Galv ar sonerezh : ar sonaozer Astor Piazzolla.
    Keleier : Anton Burel
    Abadenn gant Marianne Vaidie.
    Crédit visuel : [soizicseon.fr ] (soizicseon.fr )
    1 hr 28 min
  • C'hwezh an Deiz 13/09/2022
    Alwena Koran, diwar-benn ar Faltazi festival aozet gant ar gevredigezh Azkrouiñ
    Fanny Chaufin, diwar-benn an diouer a vrezhoneg e festival ar Rias e Bro Kemperle
    Heuliadenn ar sizhun : Claire Cariou he deus kuitaet he micher kelennerez
    Kronikoù
    Ouzhpenn ar Vretoned zo : Hérodote
    Un den er Bed : Kate Warne
    Keleier : Tomaz Laken
    Abadenn gant Morgane Bramoullé
    Skeudenn : skritell Faltazi festival, tennet eus [krouin.fr/faltazifestival/] (https://krouin.fr/faltazifestival/)
    0 min

About C'hwezh an deiz

From the publisher's feed

C'hwezh an deiz, an abadenn o tigeriñ an devezh ! Atersadennoù, reportajoù, keleier ha liv an amzer.