Deomp dezhi !

Deomp dezhi !

By Radio KerneSociety & Culture
Download on the App Store

Deomp dezhi ! episodes

  • Ar Jaganda #2
    Dalc'homp bremañ gant eil lodenn avañturioù ar Jangada : un abadenn savet diwar levr Jules Verne, La Jangada. Manoel Valdez ha Minha Garal a zo 'vont da zimeziñ an eil d'egile e Belem, e Brazil. Met dav eo dezho navigal war-c'horre ar stêr Amazon evit mont di ha neuze treuziñ ar c'hoad bras. Joam Garal, tad Minha, a zo graet e soñj gantañ da sevel ur vag vras evit ober ar veaj-mañ : ur jangada. Met dañjerus eo ar stêr Amazon ! Hag a-wechoù en em gaver gant tud iskis ivez ... e-giz an aotroù Torres !
    32 min
  • Ar Jaganda #2
    Dalc'homp bremañ gant eil lodenn avañturioù ar Jangada : un abadenn savet diwar levr Jules Verne, La Jangada.
    Manoel Valdez ha Minha Garal a zo 'vont da zimeziñ an eil d'egile e Belem, e Brazil. Met dav eo dezho navigal war-c'horre ar stêr Amazon evit mont di ha neuze treuziñ ar c'hoad bras. Joam Garal, tad Minha, a zo graet e soñj gantañ da sevel ur vag vras evit ober ar veaj-mañ : ur jangada. Met dañjerus eo ar stêr Amazon ! Hag a-wechoù en em gaver gant tud iskis ivez ... e-giz an aotroù Torres !
    32 min
  • Ar Jangada #1
    Ni 'zo krog e-barzh un avañtur nevez ! Ha savet eo bet an abadenn-mañ diwar levr all gant Jules Verne, La Jangada (1881). Manoel Valdez ha Minha Garal a rank mont da Velem, e Brazil, da zimeziñ. Met ar re-mañ a zo 'chom e penn-all ar stêr Amazon, e Iquitos, e Perou ! Penaos ober ? Tad Minha, Joam Garal, 'neus lakaet en e soñj sevel ur radell vras-spontus evit navigal war-c'horre an Amazon : ur jangada. Koulskoude n'eo ket gwall eürus an aotroù Garal o vont da Velem ... Ne blij ket ar vro-mañ dezhañ. 'Blam da betra ? Ha piv eo Torrès, an den iskis a zo bet ambarket asambles ganto ?
    30 min
  • Ar Jangada #1
    Ni 'zo krog e-barzh un avañtur nevez ! Ha savet eo bet an abadenn-mañ diwar levr all gant Jules Verne, La Jangada (1881).
    Manoel Valdez ha Minha Garal a rank mont da Velem, e Brazil, da zimeziñ. Met ar re-mañ a zo 'chom e penn-all ar stêr Amazon, e Iquitos, e Perou ! Penaos ober ? Tad Minha, Joam Garal, 'neus lakaet en e soñj sevel ur radell vras-spontus evit navigal war-c'horre an Amazon : ur jangada. Koulskoude n'eo ket gwall eürus an aotroù Garal o vont da Velem ... Ne blij ket ar vro-mañ dezhañ. 'Blam da betra ? Ha piv eo Torrès, an den iskis a zo bet ambarket asambles ganto ?
    30 min
  • Er stepenn vras du-hont
    Tunvezh ha Benjamin a zo bet 'veajiñ e Mongolia ! Ya, gwir eo ! Da zigentañ 'oant bet o pourmen e Oulan-Bator, kêr bennañ ar vro, ha goude-se neuze 'oant bet er stepenn. Desket o deus ur bern traoù : sevel yourtoù, mont da chaseal gant laboused-preizh ha fardañ boued deus ar vro. Hag ur rimodell a zo bet kontet dezho memes !

  • Pochoù-an-toer, morgad, morglaoued ha stiogenned
    Kalz loened a zo da welet dindan gorre ar mor e Breizh ! Anveout a rit anezho ? Tunvezh ha Benjamin a zo bet oc'h ober anaoudegezh gant lod deuzouto, loened iskis e-giz ar poch-an-toer, ar blej-ruz hag ar vorglaouenn. Ha lod all a vo gwelet c'hoazh ivez ! Deuit ganeomp, n'eo ket yen an dour !
    29 min

  • Deomp d'ar C'hap Kozh gant Lulu !
    Bet eo bet Tunvezh ha Benjamin o pourmen war vord ar mor e Bro-Fouen asambles gant Lulu ! Honnezh 'deus kaset anezho d'ar C'hap Kozh evit sellet deus al loened-mor a zo 'chom er c'herreg du-hont. Ha kalz loened a zo da welet !
    31 min

About Deomp dezhi !

From the publisher's feed

Ar bajenn-mañ zo evidoc'h, tud yaouank ! Ar re gozh a zo deuet mat ivez, sur ! Bep merc'her e yomp da ziskoachañ, asambles gant Benjamin, bed ar skiantoù, an natur, an Istor Vras peotramant koñchennoù…