Deomp dezhi !

Deomp dezhi !

By Radio KerneSociety & Culture
Download on the App Store

Deomp dezhi ! episodes

  • Ar Vosenn Vras
    Tunvezh ha Benjamin a zo er Grennamzer c'hoazh. En ur bourmen er c'hoajoù en em gavont assembles gant un den klañv-ki. Paket eo gant ur c'hleñved spontus : ar vosenn zu ! Petra eo an dra-se ? Ha deus pelec'h e teu ?
    30 min

  • Brezel Kant Vloaz
    Katell ha Benjamin a ya d'ar Grennamzer da gompren ar pezh a vez anavezet « Brezel Kant Vloaz » ganeomp, koulz e Bro-Frañs hag e Breizh.
    30 min
  • Brezel Kant Vloaz
    Katell ha Benjamin a ya d'ar Grennamzer da gompren ar pezh a vez anavezet « Brezel Kant Vloaz » ganeomp, koulz e Bro-Frañs hag e Breizh.
    30 min
  • Ar chokolat
    Ar chokolat a gavit mat ? Ha goût a rit eus pelec'h e teu anezhañ ? En abadenn-mañ ec'h ay Tunvezh ha Benjamin da Vec'hiko evit bisitañ un tiegezh e-lec'h ma vez gounezet gwez-kakao. Goude-se e vo gwelet an daou gomper-mañ e Beljik abalamour da zeskiñ fardañ chokolat !
    28 min

  • Strad ar mor
    Radio Kerne en deus prenet ur lestr-spluj nevez ! Da strad ar mor ec'h ay Tunvezh ha Benjamin evit diskoachañ al loened iskis a vez gwelet er bed teñval ha yen-mañ. Goût a rit petra eo un eneienn domm ? Peseurt loen eo divellkeineg brasañ an Douar ? Ha perak e vez skignet gouloù gant pesket 'zo eno ? Ar respontoù da gaout en abadenn-mañ !

  • Saotradur an dour
    Lousoc'h lousañ e vez ar morioù ha ar stêrioù. Ur c'hevandir plastik a zo deuet war wel e kreiz meurvor Habask ! En em c'houllen a ra Katell ha Benjamin eus pelec'h 'teu ar saotradur-mañ ha penaos 'vefe moaien d'ober gant an dour en un doare padus ha dereat. An dour zo ur binvidigezh !
    29 min
  • Saotradur an dour
    Lousoc'h lousañ e vez ar morioù ha ar stêrioù. Ur c'hevandir plastik a zo deuet war wel e kreiz meurvor Habask ! En em c'houllen a ra Katell ha Benjamin eus pelec'h 'teu ar saotradur-mañ ha penaos 'vefe moaien d'ober gant an dour en un doare padus ha dereat.
    An dour zo ur binvidigezh !
    29 min

About Deomp dezhi !

From the publisher's feed

Ar bajenn-mañ zo evidoc'h, tud yaouank ! Ar re gozh a zo deuet mat ivez, sur ! Bep merc'her e yomp da ziskoachañ, asambles gant Benjamin, bed ar skiantoù, an natur, an Istor Vras peotramant koñchennoù…