Heklev Bugale

Mirdi ar familhoù


Listen Later

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf

Arzhel ha Maelwenn a zo gevelled, e CP emaint. Ur vuhez boutin o deus mont a reont d’ar skol, c’hoari gant bugale ar c’harter, ober al labour-noz ha debriñ koan gant o familh. Emaint o chom en un tiegezh normal evito, betek an deiz ma ra ur mignon goap outo o lavaret ez eo o mammoù lesbianezed. 

Skrivet ha c’hoariet gant Aziliz Peaudecerf
Sonerezh : Perynn Bleunven hag Emezi
Sikour war ar skrivañ  hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic 
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e studio Dizale e miz Du 2025,
gant skoazell Rannvro Breizh

...more
View all episodesView all episodes
Download on the App Store

Heklev BugaleBy Heklev Podkast