Sign up to save your podcastsEmail addressPasswordRegisterOrContinue with GoogleAlready have an account? Log in here.
Peseurt yezh a vez klevet e-kreiz koad an Amazonia ? Pet pobl a zo 'veviñ e Bro-Nepal ? 'Blam da betra ne vez ket safaret oubic'heg ken ? Pelec'h emañ an Aïnoued o chom ? Piv eo Cristina Calderón ? Ar... more
FAQs about 'Zhpenn ar Vretoned zo:How many episodes does 'Zhpenn ar Vretoned zo have?The podcast currently has 185 episodes available.
November 03, 2021Sabir, pidgin ha kreolegStert a-walc'h eo ober an diferañs dija etre ur yezh hag ur rannyezh, met dont a ra stertoc'h c'hoazh pa vez safaret deus ur sabir, ur pidgin hag ur c'hreoleg ! Tout ar re-mañ zo yezhoù, met ur sabir n'eo ket ken pindivik evel ur pidgin, hag ur pidgin a zo paouroc'h evit ur c'hreoleg ivez....more5minPlay
September 22, 2021Ar "Boldeved"D'an 18 a viz-Gwengolo 1929 'oa bet kaset ul lizher iskis a-walc'h d'un nebeut deputeet e Pariz. Daou zen, Lineczi Stantoff ha Lamidaëff o anv, a c'houlle sikour gant gouarnamant Frañs evit difenn ar bobl "poldev". Met piv an Diaoul 'oa ar re-mañ ?...more6minPlay
September 15, 2021Digolonizañ difenn an naturE miz-Gwengolo ar bloaz-mañ 'oa bet dalc'het ur sizhunvezh koñferañsoù e Marseille gant an UICN, evit kinnig un toullad projedoù nevez da gas da benn evit difenn an natur. E-touesk ar re-mañ 'zo bet klevet kaoz kalzig deus an "30%" e-giz 'vez graet deuzoutañ, da lâret sañktuarizañ 30 % deus an andreadoù naturel war an Douar. Met penaos vo graet an dra-se ? Matrehe a-walc'h vo kemeret douaroù ar pobloù kentañ, e-giz zo bet graet meur a wech dija da grouiñ parkoù naturel an Indez, en Nepal pe c'hoazh en Afrik ......more6minPlay
September 09, 2021Soveteiñ an eyakE 2016 'oa marv Marie Smith Jones, hag a oa-hi an hini ziwezhañ a ouie ar mod da safaret "eyak", ul langaj amerindian deus an Alaska. Ha ken buan-se 'vefe aet an eyak da netra ma ne vefe ket bet daou zen o klask soveteiñ anezhañ : an amerikan Mikael Krauss digentañ, ha Guillaume Leduey, ur paotr yaouank deus an Havr-Nevez !...more4minPlay
June 23, 2021Ned MaddrellMarv eo Ned Maddrell er bloavezh 1974. Hemañ oa an hini diwezhañ e Enez-Vanav neuze a ouie ar mod da gaozeal manaveg, yezh keltieg kozh an enezenn. Met dre voneur 'oa-eñ kontant da zeskiñ manaveg d'ar re all ha gantañ neuze 'zo deuet a-benn un nebeut tud eno da saveteiñ al langaj....more4minPlay
June 16, 2021Brezel kentañ an IstorPegen kozh eo ar brezel ? Peseurt brezel eo bet an hini kentañ ? Evit an istorianed 'ranker mont en-dro d'ar bloavezhioù 2600 a-raok Jesus, a-benn oa savet bec'h etre div gêr-stad e Mezopotamia : Umma ha Lagash....more4minPlay
June 09, 2021Ar Sered"Seres" eo an anv a veze roet gant ar Romaned d'ur bobl a oa chom gwechall en Tarim. Ar varc'hadourien a yae d'ober koñvers gant ar re-se, da brenañ seiz ha traoù all, da zont en-dro da werzhañ o zraoù. Ha souezhet a-walc'h eo bet an istorianed pa int en em rentet kont lar oa ar Sered marteze ur bobl indo-european....more4minPlay
June 02, 2021Makedonia ?Republik Makedonia 'oa ganet a-benn 'oa kouezhet Federasion Yougoslavia er bloavezh 1991. Met diouzhtu kazimant 'oa savet bec'h etre gouarnamant Makedonia ha gouarnamant Gres 'blam' da anv ar vro. Evit ar C'hreked emañ Makedonia e Gres ha n'eus netra da welet gant Skopje. Deuet 'oant a-benn d'en em renkañ e 2018 a-benn ar fin, pa oa bet lakaet un anv all : Republik Makedonia an Norzh....more4minPlay
May 26, 2021Fin ar bed e-kreiz Oad an AremAr bloavezhioù 1200 - 1150 a-raok Jesus, e-kreiz Oad an Arem, a oa bet un distruj evit kalz sivilizasionoù kozh en-dro d'ar mor Mediterane. Kalz deuzouto a zo aet da goll fonnus-fonnus tout asambles. Met petra oa c'hoarvezet neuze ?...more4minPlay
May 12, 2021Muzuliañ pennoù an dudA-benn oa komañset an Europeaned da golonizañ ar broioù all en Afrik hag en Azi, a-benn neuze 'oa bet dav dezho kaout un abeg bennak a zegouezhe gwelloc'h evit kontañ d'an dud lar yaent da laerezh an danveioù naturel. Lâret o doa neuze 'rankent mont da golonizañ ar broioù-se da sivilizañ anezho. Met a-benn neuze 'oa bet dav d'an Europeaned prouiñ lar oant avañsetoc'h evit ar pobloù all ! Pezh oa bet graet gant antropologourien 'zo hag o doa lakaet en o soñj prouiñ 'oa ar re wenn trec'h d'ar re all gant brasentez o empenn ......more5minPlay
FAQs about 'Zhpenn ar Vretoned zo:How many episodes does 'Zhpenn ar Vretoned zo have?The podcast currently has 185 episodes available.