Sign up to save your podcastsEmail addressPasswordRegisterOrContinue with GoogleAlready have an account? Log in here.
Peseurt yezh a vez klevet e-kreiz koad an Amazonia ? Pet pobl a zo 'veviñ e Bro-Nepal ? 'Blam da betra ne vez ket safaret oubic'heg ken ? Pelec'h emañ an Aïnoued o chom ? Piv eo Cristina Calderón ? Ar... more
FAQs about 'Zhpenn ar Vretoned zo:How many episodes does 'Zhpenn ar Vretoned zo have?The podcast currently has 185 episodes available.
September 09, 2020An aranegOuzhpenn katalaneg ha spagnoleg a vez safaret er C'hatalogn : araneg a c'haller klevet c'hoazh er Val d'Aran, e kreiz ar menezioù. Ha n'eo ket katalaneg na spagnoleg ! Heñvel a-walc'h eo deus ar gaskoneg !...more5minPlay
September 02, 2020Deus pelec'h teu ar gomz "arab" ?"Arab", "an Arabed" a vez lâret e brezhoneg, hag ar gomzoù-mañ zo bet savet diwar al latin. "Arabus" a veze graet e latin deus ar pobloù arab. Hag an dra-se c'hoazh zo deuet deus ar gresianeg kozh, "araps". Met petra sinifie an dra-se da gentañ tout ? Sur-tre eo ur gomz kozh-Noe peogwir eo bet kavet war-c'horre ur maen bet kizellet evit ar roue Salmanazar III, 800 bloavezh a-raok Jesus !...more4minPlay
June 02, 2020Ar monegaskegGalleg, italianeg, saozneg hag alamaneg a vez safaret ar muiañ e Monako. Ha n'eo ket tout, ouzhpenn kant tregont langaj all a c'haller klevet c'hoazh du-hont, ken stank eo an estrañjourien a zo deuet da Vonako da chom ! Met yezh ar vro a zo bev atav ivez, n'eo ket achu gant ar monegaskeg !...more4minPlay
May 18, 2020Pet Amerindian a oa en Amerik a-raok 1492 ?Pet Amerindian a oa en Amerik pa oa en em gavet Christophe Colomb war San Salvador e 1492 ? Stert eo goût an dra-se. An Amerindianed ne oant ket boaz da gontañ an dud, ha kalz pobloù n'int ket bet studiet morse. Penaos ober ?...more5minPlay
May 11, 2020La Petite GavacherieDepartamant ar Gironde a ra parti deus an Okitania : okitaneg a vez safaret du-hont evit ar wech. Met ur yezh all a veze klevet c'hoazh ugent vloaz 'zo e-barzh un takadig tro da vMontségur, e-barzh ur vro a vez lâret "Petite Gavacherie" deusouti e galleg....more4minPlay
April 22, 2020Ar runoù magiarekGant lizherennoù latin 'vez skrivet ar magiareg, an hungreg, bremañ zo pell 'zo. Met gwechall-gozh 'veze implijet runoù ! Hag ar sistem-skritur-se a zo bet bev e-pad pell, betek ar bloavezhioù 1850. Ha bremañ c'hoazh 'c'haller gwelet runoù un tammig partout war-c'horre ar panoioù en Trañsilvani....more4minPlay
April 22, 2020Oaziz TabelbalaOaziz Tabelbala a zo un toull kollet e kreiz an desert, en Aljeri. Arabed ha Touareged a zo 'veviñ asambles du-hont, met kavet 'vez c'hoazh tud all : tud du hag a oa deuet o zadoù-kozh deus kreiz an Afrik. Met n'int ket deuet o-unan, digaset int bet gant tud all e-giz sklaverien....more4minPlay
April 22, 2020An inizi KanariAlies a-walc'h 'vez lâret 'oa bet kavet an inizi Kanari er bloavezh 1312, gant ar martolod italian Lancelotto Malocello. Droll a-walc'h eo an dra-se 'vat ! Peogwir 'oa tud a oa o chom war an inizi-se pell 'oa dija ! "Gwañched" a veze graet deus an dud-se....more5minPlay
April 22, 2020An dalmategE-pad pell 'oa bet safaret dalmateg er Balkanioù, dreist-holl er perzhier bras. Ne oa ket ur yezh slavek, ur langaj latin a oa ! Aet eo da netra er bloavezh 1898, pa oa marv Tuone Udaina, an hini diwezhañ a ouie dalmateg....more5minPlay
April 15, 2020Bolsonaro, an aotroù Doue, ar virus hag an AmerindianedGwelloc'h eo chom pell deus an eil re deus ar re all kuit da bakañ ar virus, a vez lâret deomp bemdez. Ha setu neuze zo moaien da soñjal emañ mat an traoù evit ar re a zo 'chom pell deus ar re all dija, e-giz an Amerindianed er Brasil lakeomp. Met ne bado ket gwall bell bremañ. Prezidant ar Brasil, Jair Bolsonaro, en deus graet koñje d'an evañjelisted da vont da gonvertisañ an Amerindianed. Ha riskl a zo d'ar re-se da gas ar virus ganto....more6minPlay
FAQs about 'Zhpenn ar Vretoned zo:How many episodes does 'Zhpenn ar Vretoned zo have?The podcast currently has 185 episodes available.