Deomp dezhi !

Deomp dezhi !

By Radio KerneSociety & Culture
Download on the App Store

Deomp dezhi ! episodes

  • Ar gwenan
    Deuet eo an nevez-amzer ha deuet eo ar gwenan en-dro ! Ha diwar-bouez ar gwenan 'ni vo kontet deoc'h en abadenn-mañ, gant Metig ha Benjamin. Div gontadenn vo da glevet ivez : Tao hag ar Gwenan ha Rouanez ar Gwenan.
    30 min
  • Diw gontadenn aborijen
    "Aborijen" a vez lâret deus ar c'hentañ tud zo bet o chom e Bro-Aostralia. Ha div gontadenn aborijen vo kontet deoc'h neuze : Ar Wesklañvig da gentañ hag Ar Pesketour hag an Nav Diaoul goude-se.
    30 min
  • Ur gontadenn inuit !
    Ur gontadenn inuit 'ni vo kontet deoc'h ar wech-mañ : Ar minor dall hag an narval eo e anv. An dra-se zo un digarez evit Benjamin ha Metig da gontañ deoc'h un tammig deus an Inuited !
    C'est un conte inuit que l'on vous raconte cette fois-ci : L'orphelin aveugle et le narval. C'est aussi l'occasion pour Benjamin et Metig de vous parler un peu des Inuits !
    29 min
  • Halloween war ar blanedenn ruz !
    Deuet ar mare d'ober un abadenn ispisial evit an Halloween !
    Tunvezh ha Benjamin zo bet dibabet gant an NASA evit mont da bourmen war-c'horre Meurzh. Aes eo mont d'ar blanedenn ruz gant o fuzeenn, prest int da ziskenn ! Met traoù iskiz a-walc'h a zo eno ...
    30 min
  • Ar c'hrokodiled
    Tunvezh ha Benjamin zo bet o vizitañ ur feurm lec'h ma savet krokodiled hag aligatored ! C'hwi 'welo, kalz traoù zo da zeskiñ war o fenn ! Deuit ganeomp !
    30 min
  • Ar c'hevnid
    Deus ar c'hevnid vo kontet deoc'h hiziv ! Ha div gontadenn 'po da glevet ivez : Ar Gevnidenn hag ar Gelienenn, ur gontadenn rus, hag Ar Gevnidenn hag ar Bananez, ur gontadenn ivoarian.
    30 min

About Deomp dezhi !

From the publisher's feed

Ar bajenn-mañ zo evidoc'h, tud yaouank ! Ar re gozh a zo deuet mat ivez, sur ! Bep merc'her e yomp da ziskoachañ, asambles gant Benjamin, bed ar skiantoù, an natur, an Istor Vras peotramant koñchennoù…