Ur gontadenn gozh vo kontet deoc'h ar wech-mañ, kozh-Noe ! Ur gonchenn deus ar vitologiezh grek : Perse ha Meduz !
Ar Roue Akrisios en deus kaset kuit e verc'h, Danae, hag e vab-bihan, Perse, ha lakaet anezho o-daou e-barzh un arc'h ha taolet an arc'h e-barzh ar mor. Dre voneur int soveteet gant ur pesketour war un enezenn vihan. Met war an enezenn-se zo ur roue all, Polidektes, ha zo aet sot gant Danae. Goulenn a ra gant Perse mont da zibennañ ur vaouez euzhus, Meduz, evit en em zibarasiñ deuzoutañ.