Deomp dezhi !

Deomp dezhi !

By Radio KerneSociety & Culture
Download on the App Store

Deomp dezhi ! episodes

  • Bisig pezh kof
    Hiziv en abadenn Deomp dei ! e reomp un tamm tro e mediaoueg Kemper, lec'h ma oa kontet istorioù ha rimadelloù gant Per Meñs-Pegailh d'ar vugale, dezhe da dizoloiñ ar yezh brezhoneg. Selaouet e vo ur c'hoari dedennus "Arzig du", evit deskiñ gerioù e brezhoneg. Dizoloet vo ar c'hrokodiled e gronikenn Loenig Loen ha ar pobl Dakelh e gronikenn 100 pobl &100 giz ! Evit echuiñ brav, un istor gant Michèle Simonsen diwar ur gontadenn danat ha troet ha lennet e brezhoneg gant Mark Kerrain : "Bisig pezh kof" Sonerezh : Non déclaré - Digresk Insane in the brain - Cypress Hill
    29 min
  • Bisig pezh kof
    Hiziv en abadenn Deomp dei ! e reomp un tamm tro e mediaoueg Kemper, lec'h ma oa kontet istorioù ha rimadelloù gant Per Meñs-Pegailh d'ar vugale, dezhe da dizoloiñ ar yezh brezhoneg. Selaouet e vo ur c'hoari dedennus "Arzig du", evit deskiñ gerioù e brezhoneg.
    Dizoloet vo ar c'hrokodiled e gronikenn Loenig Loen ha ar pobl Dakelh e gronikenn 100 pobl &100 giz !
    Evit echuiñ brav, un istor gant Michèle Simonsen diwar ur gontadenn danat ha troet ha lennet e brezhoneg gant Mark Kerrain : "Bisig pezh kof"
    Sonerezh :
    Non déclaré - Digresk
    Insane in the brain - Cypress Hill
    29 min
  • A-dreñv ma zi
    En abadenn Deomp dei ! vo selaouet ur rimadell hag un istor kontet gant Per Meñs-Pegailh d'ar vugale e mediaoueg Kemper. Da gentañ, selaouet e vo ar rimadell Glazig ha Melenig, dedennus da zeskiñ. Gwellet vo peseurt liv e teu da vezañ al livioù glas ha melen pa vezont mesket. Setu ar pozhioù : Glas, glas, glas, Penn da benn, Setu Glazig ! Melen, melen, melen, Penn da benn, Setu Melenig ! Hag e pokont, Hag e pokont An eil d'egile ! Gwer, gwer, gwer, Penn da benn, Setu Glazig ha Melenig ! Ha da c'houde, ur gontadenn vihan : A-dreñv ma zi. E gronikenn Loenig loen e vo komzet d'eus ar bleizi..hoouuuuu. Evit echuiñ brav : ur gronikenn nevez flamm, 100 popl & 100 giz, ur gronikenn war ar pobloù dianavezet pe get ! Hiziv vo komzet d'eus ar pobl Fon ! Sonerezh : I don't want nobody, Popa Chubby Abassi, ur ganaouenn e yezh Fon : https://www.youtube.com/watch?v=VQSAjrvxUNM
    31 min
  • A-dreñv ma zi
    En abadenn Deomp dei ! vo selaouet ur rimadell hag un istor kontet gant Per Meñs-Pegailh d'ar vugale e mediaoueg Kemper.
    Da gentañ, selaouet e vo ar rimadell Glazig ha Melenig, dedennus da zeskiñ. Gwellet vo peseurt liv e teu da vezañ al livioù glas ha melen pa vezont mesket.
    Setu ar pozhioù :
    Glas, glas, glas,
    Penn da benn,
    Setu Glazig !
    Melen, melen, melen,
    Penn da benn,
    Setu Melenig !
    Hag e pokont,
    Hag e pokont
    An eil d'egile !
    Gwer, gwer, gwer,
    Penn da benn,
    Setu Glazig ha Melenig !
    Ha da c'houde, ur gontadenn vihan : A-dreñv ma zi.
    E gronikenn Loenig loen e vo komzet d'eus ar bleizi..hoouuuuu.
    Evit echuiñ brav : ur gronikenn nevez flamm, 100 popl & 100 giz, ur gronikenn war ar pobloù dianavezet pe get ! Hiziv vo komzet d'eus ar pobl Fon !
    Sonerezh : I don't want nobody, Popa Chubby
    Abassi, ur ganaouenn e yezh Fon : https://www.youtube.com/watch?v=VQSAjrvxUNM
    31 min
  • Alwena hag e gitar
    En abadenn Deomp dei ! vo selaouet eus Alwena, ur plac'h vras, daouzek vloaz eo, a gomz deomp deus e beñveg gitar. War-lec'h ar gronikenn Loenig Loen a vo gouestlet d'ar gepard ! Anavezout a rit ar FabLab ? Ket ? Displeget vo deoc'h petra eo neuze ! Hag evit echuiñ brav : ur gontadenn, Burzhud koad an dug, lennet gant Sten Charbonneau. Deomp dei !
    30 min
  • Alwena hag e gitar
    En abadenn Deomp dei ! vo selaouet eus Alwena, ur plac'h vras, daouzek vloaz eo, a gomz deomp deus e beñveg gitar.
    War-lec'h ar gronikenn Loenig Loen a vo gouestlet d'ar gepard !
    Anavezout a rit ar FabLab ? Ket ? Displeget vo deoc'h petra eo neuze !
    Hag evit echuiñ brav : ur gontadenn, Burzhud koad an dug, lennet gant Sten Charbonneau.
    Deomp dei !
    30 min
  • Etre ki ha kazh
    Hiziv un abadenn gouestlet d'ar chi ha dar chaz ! Deoc'h da zeskiñ traoù war al loened doñv-se e vo ur gronikenn war ar chas hag ar c'hizhier. Bugale Brezhoneg in the City a laro deomp petra eo ha petra vez kavet e Enez Naoned. Ar chas vo sujet ar gronikenn Loenig loen hag ar c'haz hini ar gontadenn gant "Ar chaz e karantez" Sonerezh : Ar gazhez hag ar c'hi - Marthe Vassallo Do you want my purr purr ? - Poopy Cat Dolls
    29 min
  • Etre ki ha kazh
    Hiziv un abadenn gouestlet d'ar chi ha dar chaz !
    Deoc'h da zeskiñ traoù war al loened doñv-se e vo ur gronikenn war ar chas hag ar c'hizhier.
    Bugale Brezhoneg in the City a laro deomp petra eo ha petra vez kavet e Enez Naoned.
    Ar chas vo sujet ar gronikenn Loenig loen hag ar c'haz hini ar gontadenn gant "Ar chaz e karantez"
    Sonerezh :
    Ar gazhez hag ar c'hi - Marthe Vassallo
    Do you want my purr purr ? - Poopy Cat Dolls
    29 min
  • Euzhvil
    Dimerc'her, devez ar vugale ! Skolidi Fañch Gwilhoù Douarnenez zo bet da enrollañ pozhioù war bladenn nevez ar strollad Bobby &Sue ! Da geñver 81añ deiz-ha-bloaz lurskeudenn kentañ euzhvil al Loch Ness e vo lakaet ar gaoz war istor an euzhvil e-pad ar gronikenn. Gouestlet e vo d'ar vuoc'hig ar gronikenn Loenig Loen ! Hag evit echuiñ ur gontadenn ar vreudeur Grimm anvet "Ar roue glesker". Plijadur vo !
    31 min
  • Euzhvil
    Dimerc'her, devez ar vugale !
    Skolidi Fañch Gwilhoù Douarnenez zo bet da enrollañ pozhioù war bladenn nevez ar strollad Bobby &Sue !
    Da geñver 81añ deiz-ha-bloaz lurskeudenn kentañ euzhvil al Loch Ness e vo lakaet ar gaoz war istor an euzhvil e-pad ar gronikenn.
    Gouestlet e vo d'ar vuoc'hig ar gronikenn Loenig Loen !
    Hag evit echuiñ ur gontadenn ar vreudeur Grimm anvet "Ar roue glesker".
    Plijadur vo !
    31 min

About Deomp dezhi !

From the publisher's feed

Ar bajenn-mañ zo evidoc'h, tud yaouank ! Ar re gozh a zo deuet mat ivez, sur ! Bep merc'her e yomp da ziskoachañ, asambles gant Benjamin, bed ar skiantoù, an natur, an Istor Vras peotramant koñchennoù…