Deomp dezhi !

Deomp dezhi !

By Radio KerneSociety & Culture
Download on the App Store

Deomp dezhi ! episodes

  • C'hoarioù e brezhoneg
    En abadenn Deomp dei ! hiziv e zeomp da zizoloiñ c'hoarioù e brezhoneg gant skolajidi Brizeux e Kemper da-geñver sizhunvezh ar brezhoneg. Dre « Din an dorn » ha « Klask ar ger », daou c'hoari nevez krouet e brezhoneg o deus gellet ar re yaouank kas ur prantad blijus asambles ha deskiñ traoù liesseurt war ar memes tro. Bugale Brezhoneg in the City a lako ar gomz war Enez Naoned ha dizoloet e vo danvad al lannier gant ar gronikenn Loenig Loen ! Kontet e vo deoc'h istor "An Itron Holle", Frau Holle zo unan eus kontadennoù ar vreudeur Grimm. An anv roet d'ar vaouez vojennel a ra an erc'h er broioù alamanek eo. Plijadur vo ! Sonerezh : Children go where 1 send you - Nina Simone Ma 'z out trist - Mona Jaouen
    29 min
  • C'hoarioù e brezhoneg
    En abadenn Deomp dei ! hiziv e zeomp da zizoloiñ c'hoarioù e brezhoneg gant skolajidi Brizeux e Kemper da-geñver sizhunvezh ar brezhoneg. Dre « Din an dorn » ha « Klask ar ger », daou c'hoari nevez krouet e brezhoneg o deus gellet ar re yaouank kas ur prantad blijus asambles ha deskiñ traoù liesseurt war ar memes tro.
    Bugale Brezhoneg in the City a lako ar gomz war Enez Naoned ha dizoloet e vo danvad al lannier gant ar gronikenn Loenig Loen !
    Kontet e vo deoc'h istor "An Itron Holle", Frau Holle zo unan eus kontadennoù ar vreudeur Grimm. An anv roet d'ar vaouez vojennel a ra an erc'h er broioù alamanek eo.
    Plijadur vo !
    Sonerezh :
    Children go where 1 send you - Nina Simone
    Ma 'z out trist - Mona Jaouen
    29 min
  • Ar c'houign
    Dizoloit ar fardañ kouignoù gant bugale skol-vamm Diwan Kermoguer bet er stal-vara gant ho vestrez-skol Laurence Le Berre. Selaouit ar rekipe evit gallet fardañ ur c'houign a feson ! Kalon vat ! En abadenn Loenig Loen vo dizoloet ar Gavr ar fozell maout fisel ! Selaouet e vo kontadenn ankenius "Saig hag ar bleiz". E Brezhoneg in the City vo klevet kaoz eus T meur Naoned gant Claudie ha Liza. Plijadur vo ! Sonerezh : Ain't she sweet - Enoch Light & Charleston City All-Stars Un oto ruz - Jean-Luc Roudaut
    31 min
  • Ar c'houign
    Dizoloit ar fardañ kouignoù gant bugale skol-vamm Diwan Kermoguer bet er stal-vara gant ho vestrez-skol Laurence Le Berre.
    Selaouit ar rekipe evit gallet fardañ ur c'houign a feson ! Kalon vat !
    En abadenn Loenig Loen vo dizoloet ar Gavr ar fozell maout fisel !
    Selaouet e vo kontadenn ankenius "Saig hag ar bleiz".
    E Brezhoneg in the City vo klevet kaoz eus T meur Naoned gant Claudie ha Liza.
    Plijadur vo !
    Sonerezh :
    Ain't she sweet - Enoch Light & Charleston City All-Stars
    Un oto ruz - Jean-Luc Roudaut
    31 min
  • Ar gonchenn
    Hiziv ur c'heleier pouezhus da selaou : cheñchamentoù bras a zo evit ar bugale ! En abadenn Loenig Loen vo dizoloet an Nadoz Aer gant Louis, Arthur ha Clara eus Skol Itron Varia Rostren ! Selaouet e vo Odette Merrien hag e pouez-mouez brav eus Bro Fouen o kontañ deomp he gontadenn. E Brezhoneg in the City vo klevet kaoz eus Karter Ranzay e Naoned gant Alice hag Anissa. Plijadur vo ! Sonerezh : Me zad me mamm - Louise Ebrel Hey tonight - Creedence Clearwater Revival
    31 min
  • Ar gonchenn
    Hiziv ur c'heleier pouezhus da selaou : cheñchamentoù bras a zo evit ar bugale !
    En abadenn Loenig Loen vo dizoloet an Nadoz Aer gant Louis, Arthur ha Clara eus Skol Itron Varia Rostren !
    Selaouet e vo Odette Merrien hag e pouez-mouez brav eus Bro Fouen o kontañ deomp he gontadenn.
    E Brezhoneg in the City vo klevet kaoz eus Karter Ranzay e Naoned gant Alice hag Anissa.
    Plijadur vo !
    Sonerezh :
    Me zad me mamm - Louise Ebrel
    Hey tonight - Creedence Clearwater Revival
    31 min
  • An Ankoù er ger
    En abadenn-mañ vo klevet Loula, Yoann, Anouck, Alexis, Lena, Jean ha Elouan Skol Fañch Gwilhoù Douarnenez o lavar deomp penaos o deus sellet deus ar fallaenn ha peseurt anadennoù estlammus all o deus gwelet en oabl ! Da c'houde, ur kanaouenn adkavet barzh tiretennoù ar radio : "Ar Glav". Krouet ha kanet 5 vloaz-so gant mestr-skol Guénolé Larvol hag e skolidi ! En abadenn Loenig Loen vo dizoloet ar Vaot gant Morgane, Mauve, Amande ha Salomé Skol Diwan Kistreberzh ! Selaouet e vo Skolajidi 5pet klas glas Skolaj Diwan Jakez Riou gant kontadenn ankenius "An ankoù er ger". E Brezhoneg in the City vo klevet kaoz eus Kenseurtiezh lik skol ar Marsauderies gant Louise ha Maélie. Plijadur vo ! Sonerezh : Dans les prisons de Nantes - Nolwenn Leroy
    32 min
  • An Ankoù er ger
    En abadenn-mañ vo klevet Loula, Yoann, Anouck, Alexis, Lena, Jean ha Elouan Skol Fañch Gwilhoù Douarnenez o lavar deomp penaos o deus sellet deus ar fallaenn ha peseurt anadennoù estlammus all o deus gwelet en oabl !
    Da c'houde, ur kanaouenn adkavet barzh tiretennoù ar radio : "Ar Glav". Krouet ha kanet 5 vloaz-so gant mestr-skol Guénolé Larvol hag e skolidi !
    En abadenn Loenig Loen vo dizoloet ar Vaot gant Morgane, Mauve, Amande ha Salomé Skol Diwan Kistreberzh !
    Selaouet e vo Skolajidi 5pet klas glas Skolaj Diwan Jakez Riou gant kontadenn ankenius "An ankoù er ger".
    E Brezhoneg in the City vo klevet kaoz eus Kenseurtiezh lik skol ar Marsauderies gant Louise ha Maélie.
    Plijadur vo !
    Sonerezh :
    Dans les prisons de Nantes - Nolwenn Leroy
    32 min
  • Fallaenn 2015
    En abadenn-mañ vo klevet Nell, Otalou, Maelys ha Gwenola Skol Diwan Tregon o lavar deomp petra rafent ma vefent prezidantez ar bed ! Da c'houde, bugale ar c'hamp vakansoù "I love roazhon" o deus ijinet loened iskis evit Loenig Loen se zo sur ! Deuit da dizoleiñ ar C'hrak-boum da skouer ! Digwener vo tu deoc'h gwelet ar fallaenn war an Heol etre nav eur ha unnek eur hanter. Met arabat mont da welet an heol hep lunedoù ispisial ! Ur gronikenn diwar-benn an anadenn estlamus a zisplego deoc'h penaos e c'hoarvez ur fallaenn. Deuit da selaou kondatenn "Mona o klask he hent". Kompren a rit pegent pouezhus eo an ditouroù vez roet deomp war ar panelloù. Skrivet gant Julien Cornic ha treset gant Maria Menguy. Sonerezh : Iggy Azalea feat. Charli XCX - Fancy Ar re yaouank - Battle Swing Abadenn kaset gant Ninnog.
    34 min
  • Fallaenn 2015
    En abadenn-mañ vo klevet Nell, Otalou, Maelys ha Gwenola Skol Diwan Tregon o lavar deomp petra rafent ma vefent prezidantez ar bed !
    Da c'houde, bugale ar c'hamp vakansoù "I love roazhon" o deus ijinet loened iskis evit Loenig Loen se zo sur ! Deuit da dizoleiñ ar C'hrak-boum da skouer !
    Digwener vo tu deoc'h gwelet ar fallaenn war an Heol etre nav eur ha unnek eur hanter. Met arabat mont da welet an heol hep lunedoù ispisial ! Ur gronikenn diwar-benn an anadenn estlamus a zisplego deoc'h penaos e c'hoarvez ur fallaenn.
    Deuit da selaou kondatenn "Mona o klask he hent". Kompren a rit pegent pouezhus eo an ditouroù vez roet deomp war ar panelloù. Skrivet gant Julien Cornic ha treset gant Maria Menguy.
    Sonerezh :
    Iggy Azalea feat. Charli XCX - Fancy
    Ar re yaouank - Battle Swing
    Abadenn kaset gant Ninnog.
    34 min

About Deomp dezhi !

From the publisher's feed

Ar bajenn-mañ zo evidoc'h, tud yaouank ! Ar re gozh a zo deuet mat ivez, sur ! Bep merc'her e yomp da ziskoachañ, asambles gant Benjamin, bed ar skiantoù, an natur, an Istor Vras peotramant koñchennoù…