Deomp dezhi !

Deomp dezhi !

By Radio KerneSociety & Culture
Download on the App Store

Deomp dezhi ! episodes

  • Rojer ar Spontailh
    Ur gontadenn skrivet gant Loeiza, embannet er gelaouenn Rouzig.
    Lennet gant Bleuenn Raynaudon-Kerzhero, Brieg Moal ha Marianne Vaidie.
    5 min
  • Budapest ha Carrot cake
    Adkavet 'vo e-barzh an abadenn :
    Atersadenn : Skolidi Skol divyezh Douarnenez o komz diwar-benn o raktres labour-dorn
    Kontadenn : Rojer ar spontailh
    Sonerezh : Budapest gant George Ezra
    Rekipe : Carrot cake
    32 min
  • Sport ha Karambar
    Adkavet 'vo e-barzh an abadenn : Atersadenn : Skolidi Skol Diwan Pariz o komz diwar-benn ar micherioù o defe c'hoant ober, ar pezh a lennont hag ar sport! Kontadenn : Moutig an alori Sonerezh : 1977 Gant Anita Tijoux Rekipe : Ar gwastell karambar C'hoariit ganeomp war blog Deomp de'i !
    29 min
  • Moutig an alori
    Kontadenn Moutig an alori, lennet deomp gant Bleuenn Raynaudon-Kerzhero ha Marianne Vaidie. Un destenn gant Yann Ber Kemener.
    5 min
  • Rekipe ar gwastell karambar
    Evit 6 den ho po ezhomm : - 200gr bleud - 150gr amann - 75gr sukr - 20 karambar - 3 vi - 1/2 sac'had gouel - 1 biñsad holen Lakaat ar forn da dommañ en a-raok da 180 derez (termosta 6). Mesklañ ar bleud, ar gouel hag an holen en ur plad vras. Ouzhpennañ ar vioù ha mesklañ mat pep-tra betek ma vefe unvan an toaz. Lakaat da deuziñ, en ur gastolodenn, an amann hag ar c'harambarioù. Skuilhañ ar mesklaj en toaz ha mesklañ mat. War-lerc'h : Skuilhañ pep-tra en ur voull leun a amann. Lakaat da boazañ ar gwastell er forn da 180 derez e-pad 25min. Ha servij !!!
    2 min
  • Moutig an alori
    Kontadenn Moutig an alori, lennet deomp gant Bleuenn Raynaudon-Kerzhero ha Marianne Vaidie.
    Un destenn gant Yann Ber Kemener.
    5 min
  • Sport ha Karambar
    Adkavet 'vo e-barzh an abadenn :
    Atersadenn : Skolidi Skol Diwan Pariz o komz diwar-benn ar micherioù o defe c'hoant ober, ar pezh a lennont hag ar sport!
    Kontadenn : Moutig an alori
    Sonerezh : 1977 Gant Anita Tijoux
    Rekipe : Ar gwastell karambar
    C'hoariit ganeomp war blog Deomp de'i !
    29 min
  • Rekipe ar gwastell karambar
    Evit 6 den ho po ezhomm :
    - 200gr bleud
    - 150gr amann
    - 75gr sukr
    - 20 karambar
    - 3 vi
    - 1/2 sac'had gouel
    - 1 biñsad holen
    Lakaat ar forn da dommañ en a-raok da 180 derez (termosta 6).
    Mesklañ ar bleud, ar gouel hag an holen en ur plad vras.
    Ouzhpennañ ar vioù ha mesklañ mat pep-tra betek ma vefe unvan an toaz.
    Lakaat da deuziñ, en ur gastolodenn, an amann hag ar c'harambarioù.
    Skuilhañ ar mesklaj en toaz ha mesklañ mat.
    War-lerc'h : Skuilhañ pep-tra en ur voull leun a amann.
    Lakaat da boazañ ar gwastell er forn da 180 derez e-pad 25min.
    Ha servij !!!
    2 min
  • Beaj familh an Erminiged
    Dizoloit beaj diwezhañ familh Ermione hag Ermilin, an erminiged. Lennet gant Bleuenn Raynaudon-Kerzhero gant sikour Marianne Vaidie. Skrivet gant Bleuenn Raynaudon-Kerzerho
    4 min
  • Bottereaux, bignez Bro Naoned
    Ezhomm ho po (evit 10 den): 800gr bleud 7 vi 250gr amann 1 sac'had gouel 100 g sukr 20 sl laezh rhum (diret) 8sl dour bleuñv oranjez 1 biñsad holen sukr lindr Lakaat ar bleud en ur pod vras hag ober ur puñs enni. Terriñ ar vioù ha lakaat anezho er puñs gant al laezh, ar sukr, ar gouel, an holen hag ar bleuñv oranjez. Labourit mat an toaz gant ho taouarn. Ouzhpennit an amann e tammoù bihan. Ha kendalc'hit da labourat mat ar mesklaj. Grit ur voulenn vrav gant an toaz ha laoskit da repoz e-pad 2 eurvezh, ul lien propr war c'horre. Gant ur ruilhenn doaz, ledit anezhi evit m'he defe 1/2sm a devder. Troc'hit a dammoù karrezennek gant ur gontell. Lakit da dommañ eoul en ur chaodenn vras. Pa vez tomm an eoul lakit ar bottereaux unan hag unan enni. Troit anezho pa vezont hanter poazh. Tennit anezho ha lakit anezho en ur plad. Lakit sukr lindr war c'horre ha tañvit anezho !
    3 min

About Deomp dezhi !

From the publisher's feed

Ar bajenn-mañ zo evidoc'h, tud yaouank ! Ar re gozh a zo deuet mat ivez, sur ! Bep merc'her e yomp da ziskoachañ, asambles gant Benjamin, bed ar skiantoù, an natur, an Istor Vras peotramant koñchennoù…