Deomp dezhi !

Deomp dezhi !

By Radio KerneSociety & Culture
Download on the App Store

Deomp dezhi ! episodes

  • Rekipe Smoothie sivi
    Fardet 'vo ur smoothie gant sivi, da laret eo un evaj fresk ha yac'hus a vo un teuzar evit merenn vihan.
    Evit 4 den 'zo ezhomm :
    - 300 gram sivi. Tapit reoù gounezet b'ar vro, gwelloc'h eo!
    - 1 vananezenn
    - 10 tamm skorn bennak
    - hag un tammig sukr ma 'zo ezhomm
    Troc'hit ar frouezh a dammoù bihan ha meskit mat en ur robod.
    Tañvit ha ma kavit eo re drenk ar frouezh, ouzhpennit un tammig sukr poultr.
    Ouzhpennit an tammoù skorn ha drailhit anezho a-benn kaout chug skornet.
    Dasparzhit ar meskaj 'barzh gwerennoù brav hag evit diouzhtu.
    Sed aze, prest eo ar smoothie ! Tu 'zo lonkañ 'nezhañ gant ur blouzenn ha staliañ ur sivienn war benn ar werennad.
    Ma fell deoc'h e c'hellit lakaat ar meskaj er yenerezh ha 'giz se teuio da skornenn !
    4 min
  • Arzhig Du, kib vell-droad ar bed ha smoothie
    Fin ar raktres treiñ Arzhig Du, bugale harozed ha sivi lipous gant Katell ha Morgane !
    Adkavet 'vo e-barzh an abadenn :
    Atersadenn : Fin ar raktres treiñ Arzhig Du, gant Arnaud, embanner, Romaric, lisead ha Gwenole, skoliad
    Kontadenn : Keneiled vat
    Sonerezh : Heroes gant Janelle Monae
    Keleier ar vugale : #bringbackourgirls
    Rekipe : Smoothie sivi
    30 min
  • Rekipe an Dienn flamboez
    Rekipe an Dienn flamboez Ezhomm ho po evit 6 den : 250 gr flamboez 25 sl koaven fresk tanav (evit ma vefe aes da vasañ) 2 loaiad vihan sukr malet 1 hanter loaiad vras sukr lindr Basit ar c'hoaven fresk e chantilly gant ar sukr lindr. Gwalc'hit ar flamboez ha dispartiit anezho e daou vern Lakit ur bern er frikerez (mixeur) gant ar sukr malet Mesklit dousig ar yod-se gant ar c'hoaven chantilly Lakit ar mesklaj e podoù bihan hag ouzhpennit ar flamboez a chom war c'horre evit kinklañ  Kalon vat da zebriñ !
    2 min
  • Rekipe an Dienn flamboez
    Rekipe an Dienn flamboez
    Ezhomm ho po evit 6 den :
    250 gr flamboez
    25 sl koaven fresk tanav (evit ma vefe aes da vasañ)
    2 loaiad vihan sukr malet
    1 hanter loaiad vras sukr lindr
    Basit ar c'hoaven fresk e chantilly gant ar sukr lindr.
    Gwalc'hit ar flamboez ha dispartiit anezho e daou vern
    Lakit ur bern er frikerez (mixeur) gant ar sukr malet
    Mesklit dousig ar yod-se gant ar c'hoaven chantilly
    Lakit ar mesklaj e podoù bihan hag ouzhpennit ar flamboez a chom war c'horre evit kinklañ 
    Kalon vat da zebriñ !
    2 min
  • Abadenn : Louarnig, ar zebr, an dolfined hag .... al legoioù!
    Un abadenn buhezet gant Morgane ha Bleuenn diwar-benn a-bep seurt traoù: ar zebr, an dolfined, al legoioù ha niverenn diwezhañ Louarnig! Adkavet e vo e-barzh : Atersadenn: Kami diwar-benn ar gelaouenn Louarnig diwezhañ Kontadenn : Ar vilin hud Sonerezh : Already home gant ar strollad Great Big World Keleier ar vugale : Komzet e vo diwar-benn ar zebr, an dolfined hag al legoioù Rekipe : An dienn flamboez C'hoariit ganeomp en ur respont d'ar goulenn-mañ : Perak ez eus roudennoù gant ar zebr? 1 . Peogwir en deus debret re a vadigoù 2 . Peogwir emañ c'hoazh e bijama gantañ 3 . Peogwir en deus c'hoant chom hep bezañ flemmet gant an amprevaned Respontit dindan ar pennad-mañ ha kasit deomp ho anv ha chomlec'h da [email protected] Chañs vat deoc'h !
    29 min
  • Abadenn : Louarnig, ar zebr, an dolfined hag .... al legoioù!
    Un abadenn buhezet gant Morgane ha Bleuenn diwar-benn a-bep seurt traoù: ar zebr, an dolfined, al legoioù ha niverenn diwezhañ Louarnig!
    Adkavet e vo e-barzh :
    Atersadenn: Kami diwar-benn ar gelaouenn Louarnig diwezhañ
    Kontadenn : Ar vilin hud
    Sonerezh : Already home gant ar strollad Great Big World
    Keleier ar vugale : Komzet e vo diwar-benn ar zebr, an dolfined hag al legoioù
    Rekipe : An dienn flamboez
    C'hoariit ganeomp en ur respont d'ar goulenn-mañ :
    Perak ez eus roudennoù gant ar zebr?
    1 . Peogwir en deus debret re a vadigoù
    2 . Peogwir emañ c'hoazh e bijama gantañ
    3 . Peogwir en deus c'hoant chom hep bezañ flemmet gant an amprevaned
    Respontit dindan ar pennad-mañ ha kasit deomp ho anv ha chomlec'h da [email protected]
    Chañs vat deoc'h !
    29 min
  • Abadenn Deomp Dei ! Bara-mel
    Setu un abadenn kinniget deoc'h gant Marianne, Morgane ha Bleuenn ! Klevet e vo komz eus ar spas, ar mor, ar merc'hed hag ar bara-mel ... Adkavet e vo e-barzh : Atersadenn : Skol Diwan Kemperle diwar-benn un abadenn a zo bet kinniget dezho er skol. Kontadenn : Ar paotrig Bara-mel Sonerezh : Sirens call gant Cats on Trees Keleier ar vugale : Diwar-benn ar spas, ar mor hag ar merc'hed Rekipe : Ar Boulomig bara-mel C'hoariit ganeomp evit gounit al levr "Ar Brammoù" gant Erwan Hupel ! Respontit d'ar goulenn-mañ : E pelec'h ne c'hell ket ar merc'hed votiñ ? 1 . E Bro C'hall 2 . E Arabi-Saoudit 3 . E Breizh Respontit dindan ar pennad-mañ ha kasit deomp ho anv ha chomlec'h da [email protected] Chañs vat deoc'h !
    29 min
  • Abadenn Deomp Dei ! Bara-mel
    Setu un abadenn kinniget deoc'h gant Marianne, Morgane ha Bleuenn !
    Klevet e vo komz eus ar spas, ar mor, ar merc'hed hag ar bara-mel ...
    Adkavet e vo e-barzh :
    Atersadenn : Skol Diwan Kemperle diwar-benn un abadenn a zo bet kinniget dezho er skol.
    Kontadenn : Ar paotrig Bara-mel
    Sonerezh : Sirens call gant Cats on Trees
    Keleier ar vugale : Diwar-benn ar spas, ar mor hag ar merc'hed
    Rekipe : Ar Boulomig bara-mel
    C'hoariit ganeomp evit gounit al levr "Ar Brammoù" gant Erwan Hupel !
    Respontit d'ar goulenn-mañ :
    E pelec'h ne c'hell ket ar merc'hed votiñ ?
    1 . E Bro C'hall
    2 . E Arabi-Saoudit
    3 . E Breizh
    Respontit dindan ar pennad-mañ ha kasit deomp ho anv ha chomlec'h da [email protected]
    Chañs vat deoc'h !
    29 min

About Deomp dezhi !

From the publisher's feed

Ar bajenn-mañ zo evidoc'h, tud yaouank ! Ar re gozh a zo deuet mat ivez, sur ! Bep merc'her e yomp da ziskoachañ, asambles gant Benjamin, bed ar skiantoù, an natur, an Istor Vras peotramant koñchennoù…