Karront Sant-Jakez

Karront Sant-Jakez

By RADIO KERNEMusic
Download on the App Store

Karront Sant-Jakez episodes

  • Ouran (4/4)
    Troiñ a ra un toullad traoù en-dro da Ouran : loarelloù (satelitoù) ha traoù all c'hoazh, traoù droll a-walc'h 'wechoù. Dominique Merrien zo c'hoazh 'dreñv ar mikro, asambles gant Benjamin Bouard.
    3 min
  • Ouran (3/4)
    Traoù iskis a weler war-c'horre Ouran. Idrokarbur a vez sklapet 'maez war he gorre hag a c'hallfe bezañ diamañchoù ivez ! Hag evel Sadorn 'zo gwalinier en-dro dezhi. Dominique Merrien en-dro, asambles gant Benjamin Bouard.
    5 min
  • Ouran (2/4)
    Ur blanedenn gaz eo Ouran, met n'eo ket heñvel deus Yaou na deus Sadorn. Iskis a-walc'h eo Ouran memes : stouet-mat eo war he ahel, ha ken yen eo an amzer war he gorre ken eo skornet-tout, evel emañ Dominique Merrien 'vont da gontañ domp, asambles gant Benjamin Bouard.
    5 min
  • Ouran (1/4)
    Cheñchomp planedenn ! Domp da Ouran (Uranus) bremañ. Ouran zo ur blanedenn ha n'ouzer ket kalz traoù diwar he fenn. Pell-tre emañ-hi deus an Heol ha e-pad un tamm-mat a amzer soñje d'ar skiantourien oa-hi ur steredenn memes. Dominique Merrien zo c'hoazh 'dreñv ar mikro, asambles gant Benjamin Bouard.
    5 min
  • Sadorn (7/7)
    Deomp d'ul loarell all en-dro da Sadorn, Japet he anv. Kaozeet 'vo deus an nebeut soñdoù zo bet kaset etramek ar blanedenn-mañ ivez. Dominique Merrien zo 'dreñv ar mikro, asambles gant Benjamin Bouard.
    6 min
  • Sadorn (6/7)
    Dalc'homp gant loarelloù Sadorn, evit safaret bremañ deus div deuzouto : Encelade ha Titan. Droll a-walc'h eo ar re-mañ. Skorn-kalet eo war o c'horre, met dindan ar skorn zo dour. Dour sal ha tomm a-wechoù. An dra-se zo kaoz 'soñj d'ar skiantourien 'c'hallfe bezañ buhez eno. Dominique Merrien zo 'dreñv ar mikro, asambles gant Benjamin Bouard.
    8 min
  • Sadorn (5/7)
    Kalz kalz satelitoù (pe loarelloù ma karit) zo en-dro d'ar blanedenn Yaou. Kement a loarelloù a zo memes ken zo bet krouet « familhoù » da renkañ anezho. Met kompliket eo an traoù avat ! Dominique Merrien zo 'vont d'isplikañ an dra-mañ deomp.
    7 min
  • Sadorn (4/7)
    Sadorn zo anveet-mat gant tout an dud 'blam d'ar gwalinier bras en-dro dezhi. Met sur a-walc'h n'ouzont ket petra zo e-barzh ! Kavet vez tammoù roc'h e-barzh, pe skorn, pe poultrenn pe c'hoazh loarelloù (satelitoù) bihan zoken. Dominique Merrien zo 'dreñv ar mikro, asambles gant Benjamin Bouard.
    7 min
  • Sadorn (3/7)
    Fall an amzer war-c'horre Sadorn ! Ken fall evel war-c'horre Yaou zoken : avelioù foll zo, korventennoù spontus hag harnev alies memes ! Hag an dra-se zo kaoz eo ken diaes ha se goût petra zo dindan ar c'houchad gaz eno. Dominique Merrien zo 'dreñv ar mikro, asambles gant Benjamin Bouard.
    4 min
  • Sadorn (2/7)
    Sadorn, c'hwi oar mat, a vez lâret deuzouti eo ur blanedenn gaz. Hag an dra-se zo gwir, met dindan ar c'houchad gaz zo ur seurt greunenn solud memestra. Dominique Merrien zo 'vont da zisplegañ an dra-se deomp, asambles gant Benjamin Bouard.
    6 min

About Karront Sant-Jakez

From the publisher's feed

Pegen tomm eo an amzer war-c'horre Merc'her ? Petra eo un asteroidenn ? Pet galaksienn a c'haller gwelet en oabl ? Pegeit zo deus an Douar d'al Loar ? Mont a raimp da veajiñ dre Garront Sant-Jakez ha…