Karront Sant-Jakez

Karront Sant-Jakez

By RADIO KERNEMusic
Download on the App Store

Karront Sant-Jakez episodes

  • Sadorn (1/7)
    Cheñchomp planedenn ! Ar sizhun baseet 'oamp c'hoazh en-dro da Yaou, hiziv emaomp 'vont da Sadorn. Honnezh eo eil planedenn vrasañ ar sistem-heol, hag anveet-mat eo gant tout an dud 'blam d'he gwalinier. Dominique Merrien zo 'dreñv ar mikro e-giz boaz, asambles gant Benjamin Bouard.
    7 min
  • Yaou (6/6)
    Tost-achu eo hor beaj en-dro da Yaou, planedenn vrasañ sistem an Heol. Dominique Merrien a zo 'vont da safaret deomp deus Juno, ur sond a oa bet kaset da Yaou e 2011 gant an NASA. Emañ-eñ a-dreñv ar mikro asambles gant Benjamin Bouard.
    4 min
  • Yaou (5/6)
    Soñdoù zo bet kaset betek Yaou, met kalz neubeutoc'h evit Meurzh. Dalc'homp un disterañ bihan c'hoazh gant ar sujed-mañ, asambles gant Dominique Merrien ha Benjamin Bouard.
    5 min
  • Yaou (4/6)
    N'anveer ket kalz traoù deus ar planedennoù gaz. Re bell emaint deuzoudomp ha setu eo stert a-walc'h sellet deuzouto. Met kaset zo bet ur bern soñdoù betek Yaou memestra, e-giz m'emañ Dominique Merrien o vont da lâret deomp, asambles gant Benjamin Bouard.
    5 min
  • Yaou (3/6)
    Treiñ a ra kalz traoù en-dro d'ar blanedenn Yaou. 79 loarell (satelit) a zo bet kavet dezhi evit c'hoazh. Ha kavet 'zo bet gwalinier ivez, un tammig e-giz re Sadorn. Dominique Merrien zo a-dreñv ar mikro, asambles gant Benjamin Bouard.
    6 min
  • Yaou (2/6)
    N'eus netra nemet gaz e-barzh Yaou. An dra-se zo kaoz n'haller ket bale war e c'horre. Ha na posubl vije bet moaien deomp ober an dra-mañ 'vije bet dav deomp bezañ gouest d'anduriñ e amzer fall. Avelioù foll a zo ha n'eo ket gwall domm an amzer ivez ! Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard en-dro adarre.
    6 min
  • Yaou (1/6)
    Treuzet hon eus Gouriz an Asteoridennoù bremañ, da vont betek Yaou (Jupiter e galleg), kentañ planedenn ar blanedennoù gaz, ha brasañ planedenn sistem an heol ivez. Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard.
    5 min
  • Gouriz an asteroidennoù (2/2)
    Milieroù a dammoù roc'h bras a gaver e-barzh Gouriz an Asteroidennoù, etre Meurzh ha Yaou. Ha chom a reont ar mod-se 'blam d'ar blanedenn Yaou, honnezh zedenn anezho dre gravitadur. Met c'hoarvezout a ra ganto 'wechoù en em « zistagañ », ha mont kuit etramek an Douar . Dominique Merrien zo c'hoazh deus mikro Benjamin Bouard.
    6 min
  • Gouriz an asteroidennoù (1/2)
    N'eo ket gwall aeset mont deus Meurzh da Yaou. Da gentañ tout 'ranker treuziñ ur parkad asteoridennoù ledan-tre. Ur seurt senturenn eo etre an div blanedenn, ken 'vez graet "gouriz an asteoridennoù" deuzoutañ e brezhoneg. Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard en-dro.
    4 min
  • Mont da Veurzh (8/8)
    Kalz soñdoù ha robochoù a zo bet kaset war-c'horre Meurzh ha n'eo ket achu c'hoazh ! Traoù all a vo kaset ken dale . ha tud ivez, piv oar ? Mont a ra fonnus an traoù ! Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard en-dro adarre.
    4 min

About Karront Sant-Jakez

From the publisher's feed

Pegen tomm eo an amzer war-c'horre Merc'her ? Petra eo un asteroidenn ? Pet galaksienn a c'haller gwelet en oabl ? Pegeit zo deus an Douar d'al Loar ? Mont a raimp da veajiñ dre Garront Sant-Jakez ha…