Sign up to save your podcastsEmail addressPasswordRegisterOrContinue with GoogleAlready have an account? Log in here.
Pegen tomm eo an amzer war-c'horre Merc'her ? Petra eo un asteroidenn ? Pet galaksienn a c'haller gwelet en oabl ? Pegeit zo deus an Douar d'al Loar ? Mont a raimp da veajiñ dre Garront Sant-Jakez ha ... more
FAQs about Karront Sant-Jakez:How many episodes does Karront Sant-Jakez have?The podcast currently has 86 episodes available.
September 01, 2020Meurzh (1/4)Cheñchomp planedenn, deomp da Veurzh bremañ ! Abaoe pell zo tre eo boaz an den da sellet deus ar blanedenn ruz. Un doue a oa memes evit kalz pobloù kozh. Ha goude ar brezel diwezhañ 'oa komañset serten da soñjal lar oa bet tud o veviñ war he c'horre ! Dominique Merrien a zo c'hoazh deus mikro Benjamin Bouard....more5minPlay
April 15, 2020Mont d'al Loar (6/6)Harrison Schmitt hag Eugene Cernan a zo bet ar re ziwezhañ a zo bet o vale war-c'horre al Loar (an dra-se a oa e 1971 gant ar program Apollo 17). Petra zo bet goude-se ha petra vez graet bremañ gant ar broioù all ? Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard en-dro adarre....more7minPlay
April 15, 2020Mont d'al Loar (5/6)D'ar 24 a viz Gouere 1969 'oa deuet a-benn an Amerikaned da gas Neil Armstrong ha Buzz Aldrin war-c'horre al Loar. Dominique Merrien a zo deus mikro Benjamin Bouard da gontañ deomp un tamm bihan c'hoazh penaos oa paseet an traoù d'an deiz-se....more4minPlay
April 15, 2020Mont d'al Loar (4/6)Evit d'ar Loar ranker kaout ur fuzeenn, sur ! Met n'eo ket trawalc'h. Ul « LEM » a oa dav sevel ivez : ur seurt kapsulenn vihan evit diskenn deus ar fuzeenn da c'horre al Loar. Ha start a-walc'h eo bet fardañ an dra-se, miser o doa bet an Amerikaned ! Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard....more8minPlay
April 15, 2020Mont d'al Loar (3/6)Deuet 'oa a-benn an URSS da gas Youri Gagarine d'ober tro an Douar er bloavezh 1961. Setu oa poent d'an Amerikaned ober un dra bennak neuze ! Daou brogram nevez o doa lañset neuze : Gemini hag Apollo. Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard....more7minPlay
March 10, 2020Mont d'al Loar (2/6)D'an 20 a-viz Gouere 1969 'oa deuet a-benn Apollo 11 da ziskenn war-c'horre al Loar. Aet eo ar maout gant an Amerikaned ! Met arabat disoñjal lar eo an URSS a oa deuet a-benn da gas un den a-uc'h d'hor pennoù digentañ ! Youri Garagine an hini oa. Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard....more7minPlay
March 03, 2020Mont d'al Loar (1/6)Abaoe pell 'zo o deus c'hoant an dud da vont d'al Loar. Jules Verne, Hergé, Georges Méliès ha lod all c'hoazh, kalz tud o doa soñjet en ur veaj war-c'horre al Loar pell a-raok ar Brezel Yen. E fin ar bloavezhioù 1950 neuze 'oa komañset an Amerikaned hag ar Russed d'en em chikanañ evit mont d'al Loar ...Hag ur skiantour nazi an hini oa 'noa lakaet an traoù da vont war-raok ! Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard....more6minPlay
February 25, 2020Al Loar (3/3)Pa vez sellet deus kartenn al Loar 'c'haller gwelet lar zo kalz menezioù war he c'horre. Ha morioù zo ivez ! Koulskoude n'eus ket dour war-c'horre al Loar ... Dominique Merrien a zo deus mikro Benjamin Bouard en-dro adarre....more4minPlay
February 18, 2020Al Loar (2/3)« Marv » eo al Loar : n'eus ket magma dindan he c'horre. Met peseurt roc'h vez kavet mod-all ? Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard....more5minPlay
February 11, 2020Al Loar (1/3)Deomp d'al Loar bremañ ! Troiñ a ra al Loar tro d'an Douar evit ar wech tout. Ha gwir eo ? Pell zo tre, pa oa sistem an Heol o tont war-wel c'hoazh, ne oa ket loar ebet tro d'an Douar : en em formet eo warlerc'h. Dominique Merrien zo 'vont da gontañ an dra-se deomp, deus mikro Benjamin Bouard....more8minPlay
FAQs about Karront Sant-Jakez:How many episodes does Karront Sant-Jakez have?The podcast currently has 86 episodes available.