Karront Sant-Jakez

Karront Sant-Jakez

By RADIO KERNEMusic
Download on the App Store

Karront Sant-Jakez episodes

  • An Heol (3/3)
    Ar sizhun baseet 'oa lâret deoc'h gant Dominique Merrien lar zo meur a wiskad-gaz war-c'horre an Heol, e-giz ar fotosferenn, ar gromosferen pe c'hoazh ar gurunenn diabarzh. Deomp pelloc'h c'hoazh, traoù all a zo da lâret !
    6 min
  • An Heol (2/3)
    An Heol a zo ur steredenn, tout an dud a oar an dra-se ! Penaos 'ya en-dro ? Ha petra zo 'barzh ? Pegen tomm eo e-kreiz ha war-c'horre ? Dominique Merrien a zo deus mikro Benjamin Bouard en-dro.
    7 min
  • An Heol (1/3)
    An Heol a zo ur steredenn hag a zo e-kreiz sistem an Heol ha neuze emañ ar planedennoù o treiñ war e dro : an dra-se 'peus desket er skol ! Met petra zo e-barzh ? Ha penaos 'ya an en-dro ? Ha pegen tomm eo ? Feiz, an dra-se n'ouzer ket mat ! Dominique Merrien a zo 'vont da zeskiñ un nebeut traoù deomp c'hoazh, deus mikro Benjamin Bouard.
    5 min
  • Sistem an Heol (3/3)
    Gwechall 'soñje d'an dud 'oa an Douar ba kreiz ar jeu ha neuze 'oa an Heol ha tout ar blanedennoù all o treiñ war e dro. E-pad pell 'oa bet difennet lâret ar c'hontrol zoken ! Penaos 'oa cheñchet an traoù 'ta ? Dominique Merrien zo 'vont da gontañ an dra-mañ deomp, deus mikro Benjamin Bouard.
    7 min
  • Sistem an Heol (2/3)
    Pegen bras eo sistem an Heol ? Ha penaos muzuliañ un dra ken bras-se ? Dominique Merrien a zo 'vont d'isplikañ an dra-mañ deomp, deus mikro Benjamin Bouard.
    5 min
  • Sistem an Heol (1/3)
    Petra eo sistem an Heol, "koskoriad an Heol" evel 'vez lâret deuzoutañ ivez ? Ouzhpenn an Douar a zo 'treiñ tro d'an Heol 'vat ! Dominique Merrien a zo 'vont da lâret neuze petra gaver e-barzh.
    7 min

About Karront Sant-Jakez

From the publisher's feed

Pegen tomm eo an amzer war-c'horre Merc'her ? Petra eo un asteroidenn ? Pet galaksienn a c'haller gwelet en oabl ? Pegeit zo deus an Douar d'al Loar ? Mont a raimp da veajiñ dre Garront Sant-Jakez ha…