Sign up to save your podcastsEmail addressPasswordRegisterOrContinue with GoogleAlready have an account? Log in here.
Peseurt yezh a vez klevet e-kreiz koad an Amazonia ? Pet pobl a zo 'veviñ e Bro-Nepal ? 'Blam da betra ne vez ket safaret oubic'heg ken ? Pelec'h emañ an Aïnoued o chom ? Piv eo Cristina Calderón ? Ar... more
FAQs about 'Zhpenn ar Vretoned zo:How many episodes does 'Zhpenn ar Vretoned zo have?The podcast currently has 185 episodes available.
October 02, 2019Ar GvenedOuzhpenn Samied ha Norvejianed a gaver en tu all deus ar c'helc'h artik e Bro-Norvej. Ur bobl all a zo 'chom du-hont evit ar wech : ar Gvened ! Met n'int ket stank : n'eus ket 'met pemzek mil kven hiziv an deiz. Ha dañjer-bras 'yafe o yezh hag o c'hultur diwar-wel ivez !...more4minPlay
September 25, 2019Ar GimmerianedEtienne de la Boétie, Enest Renan, Robert Ervin Howard, Italo Calvino ha Manau memes o deus safaret deomp e-barzh o skridoù deus ur bobl iskis : ar Gimmerianed. Met piv oa an dud-se dre just ? Ha pelec'h 'oant o chom ?...more4minPlay
September 18, 2019Ar re AcheKalz pobloù a zo aet diwar-wel e Amerika ar C'hreisteiz hanterkant vloaz 'zo. E-touesk ar re-mañ 'gaver ar bobl Ache, pe "Guayaki" e-giz 'vez graet deuzouto e guaranieg. Betek ar bloavezioù 1960 'oa ar re Ache o chom er c'hoajoù ha ne faote ket dezho en em gavout asambles gant ar pobloù all. Met tammig-ha-tammig eo bet pilet tout ar gwez ha neuze n'eus ket chomet loened ebet da chaseal. Setu oa bet dav dezho mont 'maez deus ar c'hoad ha cheñch buhez....more5minPlay
September 11, 2019Lamalera hag ar c'hwezher brasAr c'hwezher bras a zo ul lon ha n'haller ket chaseal ken muioc'h evit tregont vloaz 'zo bremañ, n'eus ket a-zroad ken. Met bez 'zo ur bobl a zo bet roet ar c'hoñje dezhi da dapañ un nebeut re c'hoazh : pobl al Lamalerianed. Ar re-mañ a zo 'chom war un enezenn a vez graet Lambeta deuzouti, en Indonezi, a-fas d'an Timor....more4minPlay
September 04, 2019Ar GalmoukedAnveout a rit ar Galmouked ? Ar re-mañ a zo ur bobl voñgol a zo 'chom war vord ar mor Kaspian. Boudisted int ha n'eus ket 'meto a zo boudist e Europa ! O yezh a zo disheñvel deus ar russeg, n'eo ket ur yezh slavek. Ha marteze n'ouzoc'h ket, met klevet 'vez honnezh e Star Wars !...more5minPlay
June 26, 2019Nauru, bro ar fosfat, bro ar viserNauru a oa un enezenn a oa gwechall heñvel a-walc'h deus ar Baradoz matrehe, ken veze graet "Pleasant Island" deuzouti gant ar vartoloded european. Met fosfat a oa war-c'horre an enezenn-mañ, leizh he douaroù 'oa fosfat ! Hag an dra-mañ 'neus cheñchet kalz buhez an enezourien ......more6minPlay
June 18, 2019Al LemkoedAl Lemkoed a zo un' deus ar pobloù a vez graet "Rutened" deuzouto. Evit ar wech tout emañ ar pobloù ruten 'veviñ er menezioù Karpat, etre Pologn, Ukren ha Slovaki. Met tost 80 vloaz 'zo bremañ emañ an darn vrasañ deus al Lemkoed o chom war vord ar mor baltek koulskoude. 'Blam da betra ? 'Blam 'oant bet diportet e 1947....more5minPlay
May 22, 2019Pobloù ar GroenlandDiv bobl a zo 'veviñ asambles pell 'zo er Groenland : an Inuited (90%) hag an Daned (10%). Met piv oa ar re gentañ a oa en em gavet er vro ? An Inuited 'soñj deoc'h ? Erik ar Ruz hag ar Vikinged ? Pobloù all ? N'eo ket ken aes- se 'vat !...more5minPlay
May 13, 2019Deus pelec'h eo deuet an dud da Vadagaskar ?Madagaskar a zo un enezenn vras. E-pad pell eo chomet didud koulskoude. Etre 2000 ha 1200 bloavezh a-raok Jesus 'oa deuet an dud kentañ da chom. Hag ar re-se n'int ket deuet deus an Afrik, nann ! Kalz pelloc'h evit-se !...more5minPlay
May 02, 2019Petra oa langaj kentañ an dud ?Ouzhpenn 7000 yezh a vez safaret war an tamm douar-mañ hiziv an deiz. Ha, c'hwi oar mat, an darn vrasañ deuzouto a c'haller renkañ en familhoù bras ha setu e-giz-se eo deuet a-benn ar yezhourien da gompren penaos int ganet : tout al langachoù a ziskenn deus langachoù all kosoc'h hag a zo aet war-raok tammig-ha-tammig. Gant an dra-se 'zo komañset serten re da glask goût petra oa an hini kentañ a vefe mamm d'an holl re all. Met n'eo ket ken aes-se 'hat !...more6minPlay
FAQs about 'Zhpenn ar Vretoned zo:How many episodes does 'Zhpenn ar Vretoned zo have?The podcast currently has 185 episodes available.