Sign up to save your podcastsEmail addressPasswordRegisterOrContinue with GoogleAlready have an account? Log in here.
Peseurt yezh a vez klevet e-kreiz koad an Amazonia ? Pet pobl a zo 'veviñ e Bro-Nepal ? 'Blam da betra ne vez ket safaret oubic'heg ken ? Pelec'h emañ an Aïnoued o chom ? Piv eo Cristina Calderón ? Ar... more
FAQs about 'Zhpenn ar Vretoned zo:How many episodes does 'Zhpenn ar Vretoned zo have?The podcast currently has 185 episodes available.
April 24, 2019Ar frizeg"Frizeg" a vez graet deus teir yezh : frizeg ar C'hornôg, frizeg ar reter ha frizeg an hanternoz. Gwechall-gozh 'veze safaret frizeg hed-ha-hed ar mor deus ar Broioù-Izel da beked an Alamagn. Bremañ an deiz n'emañ ket mat ar jeu evit al langaj-mañ koulskoude, dreist-holl evit parlañchoù ar reter hag an hanternoz....more4minPlay
April 16, 2019Al LotofajedSoñj 'peus deus al Lotofajed en Odysseia ? Ar re-se a gas boued da vartoloded Ulysse ha lotos ivez. Met ar frouezh-se a zo dañjerus 'vat ! Pa vez drebet anezho 'vez kollet e benn ha neuze ar vartoloded n'o deus ket c'hoant da vont kuit ken. An istor-mañ 'neus merket kalz a dud ken 'zo komañset istorianed 'zo da glask goût hag-eñ 'nefe Homer savet anezhi diwar ur bobl all a veve gwechall en un tu bennak war vord ar mor kreiz an douaroù....more5minPlay
April 10, 2019Ar romaikaGresianeg a veze safaret kalz gwechall e Bro-Durkia. Met goude ar Brezel Bras 'oa bet ur brezel all du-hont hag ar pobloù grek a oa 'chom eno o doa ranket mont kuit. Bremañ an deiz c'hoazh 'vez sellet fall deus ar gresianeg gant an Durked, ken a soñje d'ar yezhourien 'oa-eñ dispariset pell 'zo. Ha n'eo ket ! Gresianeg Kapadoz lakeomp, ar romaika, a vez safaret c'hoazh e-barzh un nebeut bourc'hadennoù er menezioù....more7minPlay
April 05, 2019Ur vro, meur a anv : Alamagn, Germany, Deutschland, Niemcy ...Alamagn a vez graet deus Allemagne e brezhoneg, Germany e saozneg; Niemcy e poloneg pe c'hoazh Deutschland e alamaneg ... 'Blam da betra vez klevet kement a anvioù disheñvel evit safaret deus ar vro-mañ ?...more5minPlay
March 20, 2019Ar pirahãAr pirahã a vez safaret gant un daou-c'hant den bennak war vord ar stêr Maici, e-kreiz koad bras Amazonia. Un Amerikan, Daniel Everett e anv, a zo bet o studiañ ar yezh-mañ e-pad muioc'h evit tregont vloaz. Hag evitañ ne vefe ket par d'al langaj neblec'h ebet war an tamm douar-mañ....more6minPlay
March 06, 2019An Inizi TchagosE 1973 'oa bet kaset ar Chagasioned e-maez deus o inizi gant Breizh-Veur evit d'an Amerikaned dont da sevel un dachenn-arme. N'eus ket bet dizomajet anezho morse ha bremañ c'hoazh 'vez miret deuzouto da zont en-dro. Lez-narn La Haye en deus roet rezon dezho n'eus ket keit-se koulskoude....more5minPlay
February 27, 2019Aborijened an Indez a zo 'vervel evit an tigredE-doug ar bloavezhioù 1970 ne chome ket kalz tigred ken e Indez. Ar gouarnamant a oa graet e soñj gantañ krouiñ parkoù bras evit ar re-mañ ha setu 'soñje dezhañ 'oa dav kas an Aborijened e-maez. Hiziv an deiz emañ kalz gwelloc'h ar jeu evit an tigred, gwir eo, met fall-spontus emañ an traoù evit ar pobloù bihan a zo 'chom er parkoù-se. Lod a zo bet kaset kuit deus o c'hêrioù, lod all a zo marv gant an naon. Un nebeut re a zo bet gloazet pe lazhet memes gant gardianed ar parkoù....more4minPlay
February 13, 2019Petra c'hoarvez gant an Ouigoured ?7 milion a Ouigoured a zo o chom er Xinjiang. Ar vro-mañ a zo staget deus Bro-China muioc'h evit c'hwec'h-ugent vloaz 'zo met ar gouarnamant n'eo ket deuet a-benn morse da renkañ an traoù mat du-hont. Ha fall-spontus eo ar jeu bremañ : ur milion a dud a zo bet kaset e kampchoù bras ha n'ouzer ket kalz traoù diwar o fenn ......more5minPlay
January 30, 2019The Graet Republic of Rough and ReadyThe Graet Republic of Rough and Ready a oa bet disklêriet d'ar 7 a viz Ebrel 1850, e-barzh ur gêr a oa he anv Rough and Ready, e-kreiz menezioù ar Serria Nevada. Gant ar gouarnamant 'oa aet faezh an dud du-hont ha neuze o doa graet o soñj en em zistagañ deus ar Stadoù-Unanet. Met o republik n'eo ket padet gwall bell, n'eo ket padet 'met tri miz !...more4minPlay
January 23, 2019República de TuleRepública de Tule a oa bet disklêriet d'an 12 a viz C'hwevrer 1925 warlerc'h ar Revolusion Kuna e Panama. N'eo ket padet 'met teir sizhunvezh ha neuze 'oa-hi bet staget ouzh Panama en-dro b'ar 4 a viz Meurzh. Met ar bobl kuna a zo deuet a-benn da gaout ur statud ispisial memestra !...more4minPlay
FAQs about 'Zhpenn ar Vretoned zo:How many episodes does 'Zhpenn ar Vretoned zo have?The podcast currently has 185 episodes available.