Sign up to save your podcastsEmail addressPasswordRegisterOrContinue with GoogleAlready have an account? Log in here.
Peseurt yezh a vez klevet e-kreiz koad an Amazonia ? Pet pobl a zo 'veviñ e Bro-Nepal ? 'Blam da betra ne vez ket safaret oubic'heg ken ? Pelec'h emañ an Aïnoued o chom ? Piv eo Cristina Calderón ? Ar... more
FAQs about 'Zhpenn ar Vretoned zo:How many episodes does 'Zhpenn ar Vretoned zo have?The podcast currently has 185 episodes available.
September 24, 2018Manuel Elizalde hag an TasadayedSpontus a-walc'h eo istor Manuel Elizalde. E 1971 en doa kontet d'ar journalised en doa kavet ur bobl gwall gozh hag a veve pell e-barzh ar c'hoad, e Mindanao (inizi Filipin). Ar re-mañ ne oant ket gouest da labourat an douar, n'anveent ket an houarn ivez ha setu neuze e vevent c'hoazh da vare an Neolitik. "Tasaday" a veze graet eus ar bobl-mañ ......more5minPlay
September 12, 2018Plin an Henañ hag ar pobloù afrikanDa vare ar Romaned ne oa ket anveet mat pobloù Afrika. Ha lod a blije kalz dezho kontañ koñchennoù diwar o fenn. Plin an Henañ lakeomp : hemañ 'neus skrivet ur bern sotonioù e-barzh e Naturalis Historiae, goude oa-eñ bet o veajiñ e "Africa". Evitañ ne oa ket 'met moñstret o vevañ du-hont !...more4minPlay
June 27, 2018Ar yezhoù nevezPeurvuiañ ne vez ket klevet kont 'met deus ar yezhoù a zo 'vervel, ha morse ne vez safaret deus ar re a zo 'tont war-wel. Lod a vez implijet gant milionoù a dud bemdez koulskoude, goût a rit !...more4minPlay
June 13, 2018An nornegAnveout a rit an norneg ? M'em barefe a-walc'h ne rit ket ! E hanternoz Bro-Skos 'veze klevet ar yezh-mañ gwechall. E penn-kentañ an XIXvet kantved 'oa aet an nornegerien diwezhañ diwar-wel. Ne oa ket keltieg, damdost 'oa deus ar feroeg a vez safaret en izini Feroe hiziv an deiz....more4minPlay
June 06, 2018An etruskegE-pad c'hwec'h kantved 'oa bet an Etrusked mestr war hanternoz ha kreiz Italia. Amezeien ar pobloù latin 'oant bet e-pad pell neuze, hag un toullad traoù a zo bet adkavet gant an arkeologourien. Koulskoude n'int ket deuet a-benn da gompren o langach c'hoazh. Ken disheñvel eo deus yezhoù all Europa d'ar mare-se ma n'ouzer ket re deus pelec'h teufe....more5minPlay
May 23, 2018Perak eo aet ar galianeg diwar-wel ?Gwechall-gozh-tre 'veze safaret galianeg gant pobloù Galia. A-benn 'oa deuet ar Romaned 'oa komañset an dud d'ober gant al latin hag ar galianeg a veze dilosket tamm-ha-tamm. C'hwec'h kant bloavezh war-lerc'h ne chome ket galianeger ebet ken. Med perak eo aet al langaj-mañ diwar-wel ?...more4minPlay
May 15, 2018Ar bobl MorioriDeomp da benn all an Douar, etramek Zelañd-Nevez, da inizi Chatham. Du-hont e vev ur bobl vihan, ar bobl Moriori. Hag homañ a zo bet lakaet fall 'blam d'ul lezenn gozh : lezenn Nunuku-Whenua....more5minPlay
April 10, 2018Ar "Bungi Creole"E Stad Manitoba (Kanada) e vez preget ur c'hreoleg drol a-walc'h c'hoazh. "Bungi Creole" a vez graet deusoutañ e saozneg. Diwar ar saozneg eo bet savet ha koulskoude e vez kavet ur bern komzoù a zeu eus yezhoù an Amerindianed du-hont, eus saozneg Bro-Skos ivez koulz hag eus ar skoteg hag ar gouezeleg !...more4minPlay
April 04, 2018Sant Padrig hag ar GorriganedGouel Sant Padrig a oa bet lidet un nebeut sizhunvezhioù 'zo bremañ. Koulskoude 'zo lod a zo savet a-enep ar gouel-mañ war Internet. 'Blam da betra ? 'Blam 'nefe Padrig lazhet ... Korriganed Iwerzhon !...more4minPlay
March 28, 2018An hebraeg modernPeuzvarv 'oa an hebraeg ur c'hantved 'zo. Ne veze ket implijet 'met evit al lidoù hag ar pedennoù ken. Yezhoù all a veze safaret gant ar Yuzevien ivez neuze : yezh ar vro e-lec'h 'oant o chom pe langajoù a vez graet "yuzev" deusouto, e-giz ar yiddish. E 1948, a-benn 'oa adsavet Bro-Israel, 'oa deuet an hebraeg da vezañ yezh ofisiel. Petra zo digouezhet ?...more4minPlay
FAQs about 'Zhpenn ar Vretoned zo:How many episodes does 'Zhpenn ar Vretoned zo have?The podcast currently has 185 episodes available.