'Zhpenn ar Vretoned zo

'Zhpenn ar Vretoned zo

By RADIO KERNEMusic
Download on the App Store

'Zhpenn ar Vretoned zo episodes

  • Ar Slaved
    Ouzhpenn 350 milion a dud a savar slaveg hiziv an deiz hag un ugent yezh slav bennak a zo. Kultur ar Slaved gentañ a vefe ganet war bord ar stêr Dniepr, etre Ukren ha Bielorusi, e-doug an VIIIvet kantved a-raok Jesus.
    4 min
  • Ar Galached
    E hanternoz Pakistan e c'haller en em gavet asambles gant ar Galached. Ur bobl souezhus a-walc'h eo. Disheñvel int diouzh pobloù all Pakistan : sklaer int o daoulagad, o blev hag o c'hroc'henn, ha kozh-tre eo o relijion. Hervez lod e vefent diskennidi soudarder Aleksañdr Meur !
    3 min
  • Orinoù Nedeleg
    D'ar pemp-warn-ugent a viz Kerzu e vez lidet ganedigezh ar mabig Jesus gant ar Gristenien. Koulskoude den ne oar peseurt devezh eo-eñ ganet ! Pa lenner ar Bibl hag an Avielioù ne gaver anv ebet eus an dra-mañ. Hag gant ar Gristenien gentañ ne veze ket lidet Nedeleg ivez. Tunvezh ha Benjamin a zo o vont da glask kompren eus pelec'h teufe ar gouel-mañ neuze.
    5 min
  • Jerusalem
    Ar prezidant amerikan Donald Trump 'neus anveet Jerusalem e-giz kêr bennañ Stad Israel n'eus ket pell 'zo. Evit Yuzevien ar penn pellañ e rank bezañ ar gêr-mañ d'ar Yezhuvien hepken peogwir oant deuet da chom enni a-raok tout ar re all. Ha gwir eo ? Piv oa pobloù kentañ Jerusalem ?
    5 min
  • Ar Sikloped
    Anveout a rit a-walc'h ar Sikloped emichañs. Soñj ho peus eus istor Ulysse ha Polyphème e-barzh Odyssea Homère. Met goût a ouzoc'h eus pelec'h teu ar vojenn-mañ ? Meur a orin a zo bet kavet gant an istorianed : ur c'hleñved, ar mammouted hag ar varichaled !
    4 min
  • Ar pikteg
    Goude bezañ savaret eus ar c'hambrieg eo deuet poent da vont un tammig pelloc'h etramek nort Bro-Skos. Teir yezh a vez klevet hiziv an deiz eno : ar saozneg, ar skoseg hag ar skoteg. Gwechall gozh ne veze ket savaret 'met div : ar skoseg (an iwerzhoneg kozh) hag ar pitkeg, yezh ar Bikted. N'eus ket bet adkavet kalz skrijoù e pitkeg koulskoude ha n'omp ket deuet a-benn da gompren anezho evit ar mare. Lod istorianed a soñj dezho ne oa ket ur yezh indo-europeaneg !
    4 min
  • Ar c'hambrieg
    Hiziv an deiz 'zo c'hwec'h yezh geltiek : ar brezhoneg, ar c'herneveureg hag ar c'hembraeg eus un tu, an iwerzhoneg, ar skoseg hag ar manaveg eus an tu all. Ha betek an trizekvet kantved e veze savaret ur yezh geltiek all c'hoazh : ar c'hambrieg. Eus pelec'h teu ar langaj-mañ ? Pelec'h veze kaozeet ? Ar respontoù gant Tunvezh ha Benjamin.
    5 min
  • Bretoned e Blois ?
    Pa oa deuet ar Vretoned da Vreizh e oa bet savet rouantelezhioù bihan ganto. Ur rouantelezh vihan-vihan all a oa bet krouet gant ar Vretoned e kreiz Frañs zoken, pa oa bet trec'h soudarded an tiern Iomadus war arme Boso e Blois, e-doug ar bloavezh 410.
    3 min
  • Ar gresianeg hag ar c'hatarevousa
    Ar gresianeg a vefe ken kozh ha piramidoù Ejipt ! Abaoe ouzhpenn daou-ugent kantved e vez savaret hemañ ha pur-spontus eo-eñ chomet. N'eus ket bet tapet 'met un nebeut a gomzoù diwar an turkeg, ar slaveg pe al latin. Koulskoude oa bet savet ur yezh a vefe puroc'h c'hoazh e-doug an XVIIIvet kantved. Katarevousa e vez graet deusoutañ.
    5 min
  • An Atlañted
    An Atlañtid a zo un dra a oa deuet gant Platon e 330 a-raok Jesus. Met Hérodote a savare eus pobl an Atlañted pell-pell araokañ dija ! Koulskoude ne oa ket ar re-mañ o chom e kreiz ar mor bras evitañ ... Tunvezh ha Benjamin a zo o vont da klask goût eus pelec'h teu koñchenn an Atlañted.
    4 min

About 'Zhpenn ar Vretoned zo

From the publisher's feed

Peseurt yezh a vez klevet e-kreiz koad an Amazonia ? Pet pobl a zo 'veviñ e Bro-Nepal ? 'Blam da betra ne vez ket safaret oubic'heg ken ? Pelec'h emañ an Aïnoued o chom ? Piv eo Cristina Calderón ? Ar…