'Zhpenn ar Vretoned zo

'Zhpenn ar Vretoned zo

By RADIO KERNEMusic
Download on the App Store

'Zhpenn ar Vretoned zo episodes

  • An daoulagad glas
    Daoulagad glas ho peus ? Disheñvel eo ho jenoù diouzh jenoù ar re o deus daoulagad gell ! Benjamin a zo o vont da glask kompren pevare oa ganet an daoulagad glas ha 'blam da betra oant deuet war-wel.
    5 min
  • Frañs ?
    Frañs ? Petra eo gwrizioù ar gomz-mañ ? Eus pelec'h teu an anv-mañ ? Eus al latin ? Eus ul langaj all ? Benjamin 'neus esaeet diluziañ an afer-mañ.
    4 min
  • Ur yezh nevez-kavet : ar "jedek"
    E miz C'hwrever 2018 'oa bet kavet ul langaj nevez e hanternoz Malezia, tost a-walc'h eus Thailand. Ar "jedek" a vez graet deusoutañ ha ne vez ket savaret 'met gant 200 den ken. Interesant a-walc'h eo ar yezh-mañ peogwir n'eus ket komz ebet evit lâret "prenañ", "amprestiñ", "laerezh" peotramant "lezenn".
    4 min
  • Kavout orinoù ma familh gant an ADN ?
    Kavit gwrizioù ho familh gant an ADN ! Hag-eñ vefe Charlemagne un' deus ho tadoù-kozh ? Ha gwad ar Gelted a zo ennoc'h ? ... Kalz lec'hiennoù Internet a ginnig deomp analizañ an ADN evit kaout hon orinoù. Benjamin ha Morgane a zo 'vont da glask kompren penaos ya en-dro.
    5 min
  • Lazhadeg an Hereroed hag an Namaed
    Er bloavezh 1904 e oa staget an Almañted gant lazhadeg gentañ an XXvet kantved. Pelec'h 'ta ? E Bro-Namibi. "Deutsch-Südwestafrika" a veze graet deusouti d'ar mare-se neuze. Ouzhpenn 85 000 den a oa bet lazhet etre 1904 ha 1908 gant soudarded ar jeneral Lothar Von Trota. Lod a oa bet kaset da labourat e kampoù bras ivez, lod all a varve gant an naon e dezert Kalahari.
    5 min
  • Ramzed ha roñfled
    E-barzh tout kement mitologiezh a zo er bed e vez klevet kont eus tud bras-spontus, ramzed ha roñfled. 'Blam da betra eo ken heñvel-se an holl vojennoù diwar o fenn ? Eus pelec'h teufent ?
    5 min
  • Ar Grikoed
    Ouzhpenn an italianeg a vez kaozeet e Italia ! Yezhoù jermanek ha slavek a c'haller klevet ivez, e hanternoz ar vro, ha parlanchoù albanek a vez safaret e kreisteiz Italia. Er Pouilles hag e Calabre 'vez kavet ul langaj all c'hoazh, ar grikoeg. Heñvel a-walc'h eo deus ar gresianeg modern ha yezh ar bobl Griko eo.
    5 min
  • An islañdeg, ur yezh pur ?
    360 000 den a gaoz islañdeg hiziv an deiz. Ur yezh jermanek eo ha diskenn a ra deus an norseg kozh. "Langach purañ Europa" a vez graet deusouti alies, peogwir ne vez ket degemeretkomzoù nevez ar yezhoù all ...
    5 min
  • Ar "Black Indians"
    Kalz orinoù disheñvel a zo d'ar blues : kan ar sklaved zu, muzikoù Afrika ar C'hornôg, ar gospel peotramant an negro spiritual. Muioch muiañ e vez studiet gwrioù amerindian ar blues ivez. Evit ar wech tout ez euz bet daremprejoù etre ar pobloù amerindian hag ar sklaved zu e Amerika. Sklaved en tec'h a veze degemeret mat alies gant an Amerindianed ivez memes, hag ar mod-se neuze eo ganet ar re vez graet "Black Indians" deusouto bremañ an deiz.
    4 min
  • Rouantelezh Satomaa hag ar Setoed
    Gant ar Setoed e c'haller bezañ estonet-bras. E koajoù reter Estonia e vev ar re-mañ dibaoe kantvechoù ha kantvechoù hag o langach, ar setoeg, a vez preget ganto c'hoazh ivez. Ar Russed a sell deusouto e-giz tud hanter-gristen ha « plouked » a rae tud Estonia deusouto ivez betek-henn. Ur rouantelezh, rouantelezh Satomaa, a oa bet savet gant ar Setoed e 1994 neuze, 'blamour da zifenn o c'hultur, o yezh hag o c'hredennoù.
    4 min

About 'Zhpenn ar Vretoned zo

From the publisher's feed

Peseurt yezh a vez klevet e-kreiz koad an Amazonia ? Pet pobl a zo 'veviñ e Bro-Nepal ? 'Blam da betra ne vez ket safaret oubic'heg ken ? Pelec'h emañ an Aïnoued o chom ? Piv eo Cristina Calderón ? Ar…