'Zhpenn ar Vretoned zo

'Zhpenn ar Vretoned zo

By RADIO KERNEMusic
Download on the App Store

'Zhpenn ar Vretoned zo episodes

  • An Negritos
    "Negritos" a vez graet eus serten pobloù e Asia ar C'hreisteiz. An anv-mañ a oa bet roet dezho gant ar vartoloded spagnol er XVIvet kantved. Du ha bihan eo an Negritos hag e koajeier don emaint o chom evit ar wech. Al lodenn vrasañ a zo o vont da netra koulskoude. Med o langachoù hag o c'hultur a zo un teñzor. An Negritos a vefe ar pobloù kentañ a oa erruet e Asia ar C'hreisteiz 60 000 bloaz 'zo !
    4 min
  • Piv 'neus kavet Amerika ? (2)
    D'an 12 a viz Here 1492 e oa bet kavet Amerika gant Christophe Colomb. An dra-mañ 'peus desket er skol ha koulskoude n'eo ket gwir. Tud all, pobloù all a vefe bet o pourmen du-hont a-raok an aotroù Colomb, e-giz ar Vikinged.
    Tunvezh ha Benjamin a glasko sevel listenn ar re 'nefe diskoachet Amerika a-raok tout ar re all.
    Eil abadenn.
    5 min
  • Piv 'neus kavet Amerika ?
    D'an 12 a viz Here 1492 e oa bet kavet Amerika gant Christophe Colomb. An dra-mañ 'peus desket er skol ha koulskoude n'eo ket gwir. Tud all, pobloù all a vefe bet o pourmen du-hont a-raok an aotroù Colomb, e-giz ar Vikinged.
    Tunvezh ha Benjamin a glasko sevel listenn ar re 'nefe diskoachet Amerika a-raok tout ar re all.
    4 min
  • Kurdistan dizalc'h ?
    A-benn dilun vo renket ur votadeg e Kurdistan Irak, ur referendum diwar-benn dizalc'h ar vro. « Faotañ a rafe deoc'h e teufe Kurdistan da vezañ ur vro dizalc'h ? » a vo goulennet. Med n'eo ket ken aes-se an traoù. Peursur eo bremañ ne vo ket asañtet disoc'h ar votateg gant ar broioù all. Ha partiet fall eo evit poent. Disul en dooa graet e soñj gouarnamant Iran serriñ e harzoù gant Kurdistan Irak. Ha dilun e oa bet nullet ar referendum gant Parlamant Irak.
    Hag un diaesamant all a zo e Kurdistan : ouzhpenn Kurded a vev eno. Arabed, Asirianed, Yezidied, Armenianed, Turkmened ha pobloù bihan all a vez kavet ivez. Ha n'em em glev ket mat-tre ar Gurded hag an Arabed o-daou . Den ne oar neuze penaos troio an traoù a-benn ar sizhun a zeu .
    4 min
  • Teir yezh nevez-kavet
    Tro c'hwec'h mil yezh a zo er bed hag reoù nevez a vez diskoachet a-wechoù : yezhoù kozh a zo aet da goll 'pell zo, yezhoù a-vremañ dianveet peotramant yezhoù nevez-ganet.
    Tunvezh ha Benjamin a ginnigo teir yezh deomp neuze.
    4 min
  • Ar broioù dianveet
    197 bro a c'heller kontañ er bed hervez listenn an ONU. Koulskoude e vez kavet broioù all ivez ha n'int ket bet anveet anezho en ur mod ofisiel gant an ONU.
    5 min
  • Divronn ar merc'hed
    Bremañ an deiz e vez chifoket an dud a-benn ma vez diskouezet an disterañ bronn bennak. Bruched ar merc'hed a rank bezañ skoachet. Un torfed eo dizoloiñ he divronn e Frañs, hervez ul lezenn bet votet e 1810. Pa seller deus an Istor Vras koulskoude eo ar c'hontrol eo : gwiskañ bruched ar merc'hed a zo un dra nevez a-walc'h !
    5 min
  • Gall ha gall
    E brezhoneg kozh e vez kavet ar ger « gall ». Un den gall a veze un den estren d'ar vro d'ar c'houlz-se. Goude-se eo deuet da vezañ un den ha ne ouie ket brezhoneg anezhañ, e-giz tud Breizh-Uhel. « Galleg », « Gallaoued », « gallo », « gallouaeg » a zeu deus « gall » neuze. Ha kavet e vez gerioù damheñvel deusoutañ e skoseg hag en iwerzhoneg.
    5 min
  • Savaret gant klikoù ?
    Alies e vez spontet an dañvez brezhonegerien gant ar c'hemmadurioù. Surwalc'h n'o deus ket klevet kont eus ar yezhoù koïsanek. Ne vez ket kemmadur ebet ganto, nann, med kavet 'vez ... klikoù !
    4 min

About 'Zhpenn ar Vretoned zo

From the publisher's feed

Peseurt yezh a vez klevet e-kreiz koad an Amazonia ? Pet pobl a zo 'veviñ e Bro-Nepal ? 'Blam da betra ne vez ket safaret oubic'heg ken ? Pelec'h emañ an Aïnoued o chom ? Piv eo Cristina Calderón ? Ar…