'Zhpenn ar Vretoned zo

'Zhpenn ar Vretoned zo

By RADIO KERNEMusic
Download on the App Store

'Zhpenn ar Vretoned zo episodes

  • Ar Vikinged, merc'hetaerien ar mor ?
    Ar Vikinged a yae war vor abalamour da beilhat ar c'hêrioù ha da golonisañ douaroù nevez. Kalz abegoù all a zo d'o beajoù. Ha nevez 'zo zo bet kavet un abeg drol a-walc'h : ar merc'hed !
    5 min
  • Ar Samaritaned
    E galleg koulz e brezhoneg 'vez klevet anv eus « ar Samaritan Mat ». E-barzh Aviel Lukas 'vez kavet an dra-mañ. Ar Samarinated a zo ouzhpenn ur goñchenn koulskoude. Ur bobl eo da gentañ tout. Hag o relijion a vefe an hini vihanañ er bed.
    5 min
  • Relijionoù koshañ ar bed
    Pobloù ha relijionoù a zo an eil re gant ar re all evit ar wech tout. Ouzhpenn dek mil relijion a vefe er bed ! Den ne oar koulskoude pevare eo arruet ar c'hredennoù kentañ e penn hon tadoù-kuñv. An hini goshañ a vefe relijion aborijened Aostralia, bet deuet war wel hanterkant kantved 'zo matrehe.
    5 min
  • Ar Batagoned
    Patagonia a zo ur vro e kreisteiz Chile hag Arc'hentina. Betek an XVIIIvet e soñje d'an Europaniz e veze kavet mell tud bras eno, tud ramz zoken : ar Batagoned. Lod o deus lâret memes 'veze ar re-mañ ken bras ha daou zen. Hiziv an deiz 'oar ar skiantourien eus pelec'h 'teu ar goñchenn-mañ koulskoude.
    4 min
  • Ar yezhoù digenvez
    Al lodenn vrasañ eus ar yezhoù a c'heller eren an eil re ouzh ar re all. Peurvuaiñ 'vez moaien da renkañ anezho en ur familh-yezh bennak : ar yezhoù indo-europeanek, ar yezhoù semitek, ar yezhoù ouralek ... Koulskoude e vez kavet serten re hag a zo o-unan. Eus ar re-mañ e vez graet "yezhoù digenvez".
    4 min
  • Orin ar Vigouterien
    Daoulagad moan, marchodennoù uhel, dilhajoù disheñvel . Ar Vigouterien ne oant ket Bretoned evel ar re all hervez skiantourien 'zo e fin an XIXvet. Ar re-mañ a soñje dezho e vije deuet tadoù-kozh ar Vigouterien eus Azia zoken ! Pêr-Jakez Helias a vefe eus familh Gengis Khan neuze ?
    4 min
  • An oubikeg
    An oubikeg a veze savaret war bord ar Mor Du betek ar bloavezhioù 1970. Tevfik Esenç a oa an oubiger diwezhañ ha marv eo-eñ e 1992. Kalz yezhourien o deus studiet ar langach-mañ koulskoude, evel Georges Dumézil ha Georges Charachidzé e Bro-Frañs. Ha gwall luziet e oa an oubikeg ! 83 kensonenn a vez kontet !
    4 min
  • Petra eo ur bobl ?
    Petra eo ur bobl ? Diaes eo respont. Ster ar ger-mañ a cheñch kalz hervez ar broioù, an dud hag ar mareoù. « Pobl » a zeu eus « populus » e latin. Met hag-eñ e veze implijet ar ger-mañ evel bremañ ?
    Ha perak e vez kavet komzoù all evel « ethnie » pe « nation » e galleg ?
    4 min
  • Orin ar Rapanuied
    War Enez Pask emañ ar Rapanuied o chom abaoe kantvejoù ha kantvejoù. Hervez o c'hoñchennoù kozh ne veze ket gour ebet war an enez-mañ pa oant erruet. Met eus pelec'h oant deuet ? Lod a lâr Amerika ar Su, lod all a vez gwelloc'h Inizi Markiz ganto.
    5 min

About 'Zhpenn ar Vretoned zo

From the publisher's feed

Peseurt yezh a vez klevet e-kreiz koad an Amazonia ? Pet pobl a zo 'veviñ e Bro-Nepal ? 'Blam da betra ne vez ket safaret oubic'heg ken ? Pelec'h emañ an Aïnoued o chom ? Piv eo Cristina Calderón ? Ar…