'Zhpenn ar Vretoned zo

'Zhpenn ar Vretoned zo

By RADIO KERNEMusic
Download on the App Store

'Zhpenn ar Vretoned zo episodes

  • Ar bobl Rohingya
    Ar Rohingyaed a zo ur bobl vusulman eus Birmani, ur vro voudist. Heskinet-mat e vez ar bobl-mañ gant ar gouarnamant ha peurrest ar boblañs. Kalz Rohingyaed a zo divroet e Bangladesh, lod a zo bet distrujet o zier peotramant int bet lazhet.
    4 min
  • Ar Bigmeed hag an WWF
    Ar Bigmeed a rank chaseal evit beviñ. N'hallont ket ober mod-all. Ne blij ket kalz an dra-mañ d'an WWF koulskoude. Evit gwareziñ al loened e vez gopret soudarded gant ar gevredigezh-mañ. Hag ar re-mañ a vez kaset da gêrioù ar Bigmeed ! Survival International 'neus savet klemm ouzh an OCDE.
    3 min
  • An Amazonezed
    Mojenn an Amazonezed a zo anveet-mat. Ar brezelourezed-mañ a sponte ar C'hreged gozh. Ur vronn 'n em droc'hent kuit da vezañ jenet pa raent gant o gwaregoù. Goût a rit eus pelec'h 'teufe koñchenn an Amazonezed koulskoude ? Abalamour da betra vez graet "Amazon" eus stêr brasañ Amerika ar Su ?
    5 min
  • Ar Yuzevien Ruz
    Ar Yuzevien Ruz a zo ur bobl vojennek. War meur a garten eus ar Grennamzer e vez kavet anv ar bobl yuzev-mañ. Ha n'eo ket 'met e penn-kentañ an XVIIIvet kantved oa bet dilaosket anezhañ gant ar jeografourien ! Met pelec'h oant o chom ? Ha 'blam da betra oant « ruz » 'ta ?
    5 min
  • Kultur ha folkloraj
    Petra eo an diferañs etre ar sevenadur hag ar folkloraj ? Honnezh zo bras. E galleg e vez graet gant an daou gomz-mañ da lâret ar memestra koulskoude !
    4 min
  • Ar Garaïmed
    Gant ar Garaïmed e c'heller bezañ estonet : turk ha yuzev int ! Ar bobl durk nemeti a vev e Bro-Lituania ivez ... Deomp da Drakaï neuze, e-lec'h emañ o sinagogenn ziwezhañ.
    4 min
  • ADN hon tadoù-kuñv (2)
    Peseurt-mod ober evit kavout orinoù hon tadoù-kozh ? Meur a zoare 'zo : gant ar yezh, gant ar c'hultur petramant gant an istor ... ha gant an ADN ! Goût a ouzoc'h petra eo un "haplogroup" ? Deuit 'ta, emaomp o vont da zisklipañ an dra-mañ deoc'h !
    4 min
  • ADN hon tadoù-kuñv (1)
    Peseurt-mod ober evit kavout orinoù hon tadoù-kozh ? Meur a zoare 'zo : gant ar yezh, gant ar c'hultur petramant gant an istor ... ha gant an ADN ! Goût a ouzoc'h petra eo un "haplogroup" ? Deuit 'ta, emaomp o vont da zisklipañ an dra-mañ deoc'h !
    4 min
  • An Aïnoued (2)
    Poent-bras eo deskiñ istor an Aïnoued goude bezañ gwelet oc'h orinoù. N'eo ket un istor gwall zrev koulskoude ! Da skladed 'oant bet kaset gant ar Japaned. O yezh hag o sevenadur a oa bet difennet. E-giz-se emañ ar bobl-mañ o vont da zisparisañ.
    4 min
  • An Aïnoued (1)
    Pobl koshañ enezenn Japan eo an Aïnoued. Erruet int pell a-raok ar bobl Wa, tadoù-kuñv ar Japaned a-vremañ. Oc'h orinoù a zo chomet misterius betek-hen, den ne oar eus pelec'h int deuet !
    5 min

About 'Zhpenn ar Vretoned zo

From the publisher's feed

Peseurt yezh a vez klevet e-kreiz koad an Amazonia ? Pet pobl a zo 'veviñ e Bro-Nepal ? 'Blam da betra ne vez ket safaret oubic'heg ken ? Pelec'h emañ an Aïnoued o chom ? Piv eo Cristina Calderón ? Ar…