Deomp dezhi !

Deomp dezhi !

By Radio KerneSociety & Culture
Download on the App Store

Deomp dezhi ! episodes

  • Petra eo ar butun ?
    M'em barefe a-walc'h zo bet lâret deoc'h meur a wech dija n'eo ket mat butuniñ. Ya, gwir eo. Met petra eo ar butun da zigentañ ? Ha penaos vez fardet ur sigaretenn ? Ha 'blam da betra eo fall evit ar yec'hed neuze ? Tunvezh ha Benjamin a zo bet o pourmen e departamant an Dordogne, e-lec'h 'vez kavet kalz a barkeier-butun hag un toullad labouradegoù !
    29 min

  • Abadenn Halloween
    Ar bloaz-mañ, e-giz bep bloaz, 'zo bet fardet un abadenn ispisial da lidañ Halloween ! Ne rit ket bill, bugale ... 'po ket re aon ar wech-mañ !
    30 min
  • Abadenn Halloween
    Ar bloaz-mañ, e-giz bep bloaz, 'zo bet fardet un abadenn ispisial da lidañ Halloween ! Ne rit ket bill, bugale ... 'po ket re aon ar wech-mañ !
    30 min
  • Kreiz an Douar (Jules Verne) (2/2)
    Poent-bras eo sealou eil lodenn an abadenn "Kreiz an Douar", soñj 'peus ? Honnezh a zo bet savet diwar levr Jules Verne, "Voyage au Centre de la Terre", bet embannet e 1864. Tunvezh, ar profeser Linddenbrock hag Hañs a zo diskennet e foñs ur menez-tan marv da gaout kreiz an Douar. Met Tunvezh a zo kollet he hent ganti ha torret he letern. Setu emañ he-unan bremañ en deñvalijenn ...
    30 min
  • Kreiz an Douar (Jules Verne) (2/2)
    Poent-bras eo sealou eil lodenn an abadenn "Kreiz an Douar", soñj 'peus ? Honnezh a zo bet savet diwar levr Jules Verne, "Voyage au Centre de la Terre", bet embannet e 1864.
    Tunvezh, ar profeser Linddenbrock hag Hañs a zo diskennet e foñs ur menez-tan marv da gaout kreiz an Douar. Met Tunvezh a zo kollet he hent ganti ha torret he letern. Setu emañ he-unan bremañ en deñvalijenn ...
    30 min
  • Kreiz an Douar (Jules Verne) (1/2)
    Staget omp gant un abadenn nevez hag a zo bet savet diwar levr Jules Verne "Voyage au centre de la Terre" (1864). Ar profeser Otto Lindenbrock 'neus kavet un tamm parchenn gozh. War-c'horre eo skrivet peseurt-mod ober evit mont da greiz an Douar. Mont a ra da islonkoù Islañd neuze, asambles gant e nizez Tunvezh hag an heñchour Hañs Bjelke.
    30 min
  • Kreiz an Douar (Jules Verne) (1/2)
    Staget omp gant un abadenn nevez hag a zo bet savet diwar levr Jules Verne "Voyage au centre de la Terre" (1864).
    Ar profeser Otto Lindenbrock 'neus kavet un tamm parchenn gozh. War-c'horre eo skrivet peseurt-mod ober evit mont da greiz an Douar. Mont a ra da islonkoù Islañd neuze, asambles gant e nizez Tunvezh hag an heñchour Hañs Bjelke.
    30 min
  • Kebek, 1608 (2/2)
    E Kebek, er bloavezh 1608, emañ Tunvezh ha Benjamin o tiskenn ar stêr Sant-Laurañs. Yann Wloegen, tad-iou Tunvezh, emaint o klask c'hoazh. Deuet int tre e-barzh bro an Huroned. Ar re-mañ a zo mat gant ar Frañsijen met ... an Irokwaed n'int ket ken jentil-se anezho ! Ezhomm a vo da ziwall !

About Deomp dezhi !

From the publisher's feed

Ar bajenn-mañ zo evidoc'h, tud yaouank ! Ar re gozh a zo deuet mat ivez, sur ! Bep merc'her e yomp da ziskoachañ, asambles gant Benjamin, bed ar skiantoù, an natur, an Istor Vras peotramant koñchennoù…