Tunvezh he deus desket 'oa aet he zad-kuñv, Yann Wloegen, da Ganada, er bloavezh 1608. Gant Benjamin emaint o vont da veajiñ en amzer da adkavout anezhañ. Da gentañ tout 'vo dav dezho mont da navigal asambles gant Samuel de Champlain betek ar stêr Sant-Laurañs. Met pelec'h emañ Yann Wloegen ?

Achu ar bloavezh-skol ! Poent eo mont e vakañsoù ! Div gontadenn a gontimp deoc'h a-raok partial 'mestra : - Ma bleiz din-me, diwar levr Nananou - Kazhig Du, diwar levr John Marrec Hag ur best-of a vo e fin an abadenn ivez !
Goût a ouzoc'h penaos e vez graet gwin ? N'eo ket ken aes-se ! Un toullad traoù a ranker ober goude ar vendem ivez ! Tunvezh ha Benjamin a zo bet o pourmen e gwini Bourgogn 'blamour dezho da zeskiñ ober gwin !

Anveout a rit Pompei ? D'ar 24 a viz Eost er bloavezh 79 'oa bet distrujet ar gêr-mañ gant ar Vezuv, un' deus menezioù-tan brasañ ar vro. E-doug an XIXvet kantved 'oa bet dizoloet al ludoù hag ar vein gant an arkeologourien hag ar giz-se eo deuet Pompei war-wel en-dro ! Tunvezh ha Benjamin a zo bet o visitañ ar gêr-mañ, hag ur bern a zo da welet 'vat ! Deuit ganeomp !

Mont a reomp da benn all an Douar hiziv ! Div gontadenn a vo kontet deoc'h gant Tunvezh ha Benjamin. Gant Aborijened Aostralia int bet savet pell 'zo, da vare Amzer an Huñvre e-giz e vez lâret ganto.

30 min
About Deomp dezhi !
From the publisher's feed
Ar bajenn-mañ zo evidoc'h, tud yaouank ! Ar re gozh a zo deuet mat ivez, sur ! Bep merc'her e yomp da ziskoachañ, asambles gant Benjamin, bed ar skiantoù, an natur, an Istor Vras peotramant koñchennoù…
brudet, evel hini Ulysse ha reoù Jules Verne, Deoc'h eo an abadenn : skrivit pe telefonit deomp m'ho peus kinnigoù, evezhiadennoù, gourc'hemennoù (dreist-holl) d'ober !