Deomp dezhi !

Deomp dezhi !

By Radio KerneSociety & Culture
Download on the App Store

Deomp dezhi ! episodes

  • Ar Bigmeed
    Anveout a rit ar Bigmeed ? Barrek a-walc'h eo Benjamin war ar pobloù-mañ. Setu emañ-eñ o vont da gas Tunvezh asambles gantañ da Gongo evit klask ober anaoudegezh gant ar bobl Baka. Med hir eo an hent betek o c'hampadur, a-dreuz ar c'hoajoù kozh ha don .
    30 min

  • An holen
    Poent-bras eo stagañ gant an abadenn ha Benjamin a zo oc'h aozañ ar pred ! Ur soubenn 'neus fardet. Met disall eo homañ ! N'hall ket bezañ ! Ha ne chom ket holen er radio, ha serr eo ar stal. Ne ra ket tra, mont a reomp da glask holen e-lec'h ma vez dastumet ! Da gentañ tout neuze e yimp da bourmen e paludoù Gwenrann ha goude-se d'ur min-holen e reter Frañs. Goût a rit eus pelec'h an holen, c'hwi ?

  • Perou, bro an Inkaed !
    Pedet eo bet Tunvezh ha Benjamin gant stad Perou da vont d'an Andoù ! Diaes 'vo kompren an dud du-hont koulskoude peogwir ne vez ket preget spagnoleg ganto ... ketchuaeg eo yezh ar vro ! Moaien vo da zeskiñ traoù memestra, istor an Inkaed, istor ar Goñkistadored, istor ar pobloù ketchua ! Deuit ganeomp !

  • Ben Wallace ha Tunvac Mac Wlegen
    Deomp d'ar bloavezh 1297 bremañ ! D'ar mare-se 'oa krog roue Bro-Saoz, Edouard Iañ, da glask stagañ Bro-Skos ouzh e rouantelezh dezhañ. Koulskoude 'oa aet skuizh ar Skosed gant torfedoù ar soudarded saoz. Ha lod, e-giz Ben Wallace ha Tunvac Mac Wlegen, a oa staget gant ar ravolt !
    29 min

  • Ar Vi
    Gilda Sosso a zo matezh. Labouriñ a ra e villa vras ar re Zenatta, un deus familhoù pinvikidañ ar vro. Ur merc'h 'deus ivez, Antonella, met 'deus ket kalz amzer evit ober war he zro. A-benn Sul ar Bleunioù 'vo dalc'het un dro-chase-vioù e villa ar Roue. Re baour eo Gilda da gas he merc'h koulskoude. Penaos ober ? Un abadenn savet diwar levr Il Colombre (Le K e galleg), bet skrivet gant Dino Buzzati e 1966. Gant mouezhioù Loig Jade, Tunvezh Wloegen, Morgane Bramoullé ha Benjamin Bouard.
    30 min
  • Ar Vi
    Gilda Sosso a zo matezh. Labouriñ a ra e villa vras ar re Zenatta, un deus familhoù pinvikidañ ar vro. Ur merc'h 'deus ivez, Antonella, met 'deus ket kalz amzer evit ober war he zro. A-benn Sul ar Bleunioù 'vo dalc'het un dro-chase-vioù e villa ar Roue. Re baour eo Gilda da gas he merc'h koulskoude. Penaos ober ?
    Un abadenn savet diwar levr Il Colombre (Le K e galleg), bet skrivet gant Dino Buzzati e 1966. Gant mouezhioù Loig Jade, Tunvezh Wloegen, Morgane Bramoullé ha Benjamin Bouard.
    30 min

About Deomp dezhi !

From the publisher's feed

Ar bajenn-mañ zo evidoc'h, tud yaouank ! Ar re gozh a zo deuet mat ivez, sur ! Bep merc'her e yomp da ziskoachañ, asambles gant Benjamin, bed ar skiantoù, an natur, an Istor Vras peotramant koñchennoù…