Deomp dezhi !

Deomp dezhi !

By Radio KerneSociety & Culture
Download on the App Store

Deomp dezhi ! episodes

  • Rekipe krampouezh
    N'eus ket pell bugale e oa ar chandelour, ur gouel hag a vez anvet ivez gouel Maria ar Gouloù. 40 devezh goude Nedeleg, da laret eo d'an 2 a viz C'hwevrer e vez lakaet ar biligoù da dommañ evit fardañ krampouezh. Ha gouzout a rit perak ? Ar c'hrampouezh gant o stumm ront hag o liv rouzet a denn d'an heol, kement-mañ a zispleg perak e vez fardet krampouezh da zevezh gouel Maria ar Gouloù. Ar Chandelour eo ivez ur c'houlz eus ar bloaz lec'h ma hirañ an devezhioù buanoc'h-buanañ. Deomp neuze da fardañ krampouezh lipous. Evit an toaz e rankimp kaout : - 250 gramm bleud - 50 santilitrad laezh - 3 vi - un tammig holen Skuilhit ar bleud hag an holen en ur volenn. Torrit ar vioù e-barzh ha meskit gant ul loa goat. Ouzhpennit al laezh a verradoù hep paouez da veskañ. Laoskit an toaz da repoz 'pad un eurvezh. Bremañ m'eo fardet an toaz, deomp de'i evit poazhañ ar c'hrampouezh. Lakit ar bilig da dommañ ha ledit un tammig amann warnan. Skuilhit ul loaiad toaz war ar bilig ha roit ur stumm rond d'ar grampouezhenn gant ar rozell. Pa welit eo poaz, cheñchit tu d'ar grampouezhenn gant ar spanel. Laoskit da boazhañ un tammig c'hoazh ha setu, mat da vezañ debret ! Evel-just e c'hello ar begoù lipous ouzhpennañ amann, sukr, kaotigell, mêl, pe c'hoazh chokolad d'o grampouezhenn !
    3 min
  • Rekipe krampouezh
    N'eus ket pell bugale e oa ar chandelour, ur gouel hag a vez anvet ivez gouel Maria ar Gouloù. 40 devezh goude Nedeleg, da laret eo d'an 2 a viz C'hwevrer e vez lakaet ar biligoù da dommañ evit fardañ krampouezh. Ha gouzout a rit perak ?
    Ar c'hrampouezh gant o stumm ront hag o liv rouzet a denn d'an heol, kement-mañ a zispleg perak e vez fardet krampouezh da zevezh gouel Maria ar Gouloù. Ar Chandelour eo ivez ur c'houlz eus ar bloaz lec'h ma hirañ an devezhioù buanoc'h-buanañ.
    Deomp neuze da fardañ krampouezh lipous. Evit an toaz e rankimp kaout :
    - 250 gramm bleud
    - 50 santilitrad laezh
    - 3 vi
    - un tammig holen
    Skuilhit ar bleud hag an holen en ur volenn.
    Torrit ar vioù e-barzh ha meskit gant ul loa goat. Ouzhpennit al laezh a verradoù hep paouez da veskañ.
    Laoskit an toaz da repoz 'pad un eurvezh.
    Bremañ m'eo fardet an toaz, deomp de'i evit poazhañ ar c'hrampouezh. Lakit ar bilig da dommañ ha ledit un tammig amann warnan. Skuilhit ul loaiad toaz war ar bilig ha roit ur stumm rond d'ar grampouezhenn gant ar rozell. Pa welit eo poaz, cheñchit tu d'ar grampouezhenn gant ar spanel. Laoskit da boazhañ un tammig c'hoazh ha setu, mat da vezañ debret !
    Evel-just e c'hello ar begoù lipous ouzhpennañ amann, sukr, kaotigell, mêl, pe c'hoazh chokolad d'o grampouezhenn !
    3 min
  • Bloavezh mat 2014 !
    Abadenn gentañ ar bloaz zo kinniget deoc'h gant Katell ha Morgane Adkavet e vo e-barzh : Hetoù ha kanaouenn bloavezh mat bugale Kawan Rekipe Gwastell ar Rouaned Ar gontadenn Toutouig la la, bihanig ! An ton Happy gant Pharell Williams Keleier ar vugale, ar riell hag ar mozarella, ha pelec'h lakaat ho kwez-sapr ?
    30 min
  • Rekipe Gwastell ar rouaned
    Evit fardañ gwastell ar Rouaned 'po ezhomm : Daou doaz folennet 100 grammad poultr amandez 75 gramm sukr Ur vi 50 gramm amann blot Ur melen vi evit rouzañ ar wastell Hag ur favenn evel-just ! Ledit un toaz 'barzh ur plad mat da vont er forn ha grit toullouigoù dezhañ gant ur fourchetezenn. En ur plad all, meskit ar poultr amandez, ar sukr, ar vi hag an amann. Skuilhit kement-mañ war an toaz ha kuzhit ar favenn ennañ. Ledit an ail-toaz war-c'horre ha pegit mat tro-war-dro. Tresit war ar wastell gant beg ur gontell ha skuilhit ar melen-vi warnañ evit ma rouzfe. Grit toullouigoù war an toaz evit ma zizerc'ho ket pa vo poazhet. Lakit ar wastellenn er forn e-pad un hanter-eurvezh da 210 derez. Debrit !
    4 min
  • Bloavezh mat 2014 !
    Abadenn gentañ ar bloaz
    zo kinniget deoc'h gant Katell ha Morgane
    Adkavet e vo e-barzh :
    Hetoù ha kanaouenn bloavezh mat bugale Kawan
    Rekipe Gwastell ar Rouaned
    Ar gontadenn Toutouig la la, bihanig !
    An ton Happy gant Pharell Williams
    Keleier ar vugale, ar riell hag ar mozarella, ha pelec'h lakaat ho kwez-sapr ?
    30 min
  • Rekipe Gwastell ar rouaned
    Evit fardañ gwastell ar Rouaned 'po ezhomm :
    Daou doaz folennet
    100 grammad poultr amandez
    75 gramm sukr
    Ur vi
    50 gramm amann blot
    Ur melen vi evit rouzañ ar wastell
    Hag ur favenn evel-just !
    Ledit un toaz 'barzh ur plad mat da vont er forn ha grit toullouigoù dezhañ gant ur fourchetezenn.
    En ur plad all, meskit ar poultr amandez, ar sukr, ar vi hag an amann.
    Skuilhit kement-mañ war an toaz ha kuzhit ar favenn ennañ.
    Ledit an ail-toaz war-c'horre ha pegit mat tro-war-dro.
    Tresit war ar wastell gant beg ur gontell ha skuilhit ar melen-vi warnañ evit ma rouzfe.
    Grit toullouigoù war an toaz evit ma zizerc'ho ket pa vo poazhet.
    Lakit ar wastellenn er forn e-pad un hanter-eurvezh da 210 derez.
    Debrit !
    4 min
  • Deomp De'i Nedeleg
    Nedeleg laouen d'an holl war Radio Kerne ! Setu abadenn Deomp De'i gouestlet da Nedeleg Lizheroù ar vugale a vo klevet hag ivez an Tad Nedeleg deuet betek ar radio da saludiñ ac'hanomp. Ur rekipe saourus a zo da gaout hag ur gontadenn burzhudus. Plijadur deoc'h ! Katell ha Morgane
    30 min
  • Deomp De'i Nedeleg
    Nedeleg laouen d'an holl war Radio Kerne !
    Setu abadenn Deomp De'i gouestlet da Nedeleg
    Lizheroù ar vugale a vo klevet hag ivez an Tad Nedeleg deuet betek ar radio da saludiñ ac'hanomp. Ur rekipe saourus a zo da gaout hag ur gontadenn burzhudus.
    Plijadur deoc'h !
    Katell ha Morgane
    30 min
  • Arzhig Du
    Setu un abadenn nevez kinniget deoc'h gant Katell ha Morgane ! Atersadenn : Arzhig Du troet e brezhoneg Sonerezh : U2 Rekipe : Gwastellenn Arzhig Du C'HOARI !!! "Petra eo anv Arzhig Du e galleg ?"
    29 min
  • Rekipe Gwastellenn Arzhig Du
    Hiziv e vo fardet gwastellenn Arzhig Du, da laret eo, ar rekipe a blij a muiañ da Arzhig Du fardañ gant e dad. Hag evit-se em eus pedet Spot hag e vignoned da geginañ ganin. N'eo ket diaes ha ma 'z oc'h kollet, goulennit digant Tadig, sikour a raio ac'hanoc'h. Evit ar wastellenn-mañ 'vo ezhomm : - 1 yaourt plaen - 3 fod bleud - 2 vi - 2 bod sukr poultr - un hanter podad eoul - 1 sac'had goell Goulonderit ar podad yaourt en ur volenn. Gwalc'hit ha sec'hit ar pod hag a servijo da vuzuliañ goude-se. Ouzhpennit er volenn : ar bleud, ar viou, ar sukr, an eoul hag ar goell. Meskit mat pep-tra ha skuilhit en ur plad mat da vont er forn. Laoskit da boazhañ un hanter-eur da 180° Menam menam
    2 min

About Deomp dezhi !

From the publisher's feed

Ar bajenn-mañ zo evidoc'h, tud yaouank ! Ar re gozh a zo deuet mat ivez, sur ! Bep merc'her e yomp da ziskoachañ, asambles gant Benjamin, bed ar skiantoù, an natur, an Istor Vras peotramant koñchennoù…