Deomp dezhi !

Deomp dezhi !

By Radio KerneSociety & Culture
Download on the App Store

Deomp dezhi ! episodes

  • Rekipe Halloween
    Emañ gouel Halloween o tont... Fardomp neuze nanarzhioù malv-gwenn spontus ! Evit pevar den 'vo ezhomm : - Ur pakad nanarzhioù malv-gwenn - Div loaiad vras sukr lindr - Un nebeud takennoù livad-boued ruz hag un nebeud takennoù dour ha chug sitroñs Krogit o fardañ ar sklasañ livet. Dav neuze meskañ ar sukr lindr, al livad-boued hag ar sitroñs mesket gant an dour. Ma 'fell deoc'h kaout liv ruz-tan, ouzhpennit livad-boued. M'eo re zourek ar meskaj, ouzhpennit sukr-lindr. Gant beg ur gontell, tresit daoulagad ruz d'an nanarzhioù gant ar meskaj livet. Diwallit mat na redfe ket ar meskaj da lec'h all, sankit mat al liv en daoulagad. Skrijus eo neuze an nanarzhioù ? Efed brav a raint evit merenn-vihan Halloween !
    3 min
  • Rekipe Halloween
    Emañ gouel Halloween o tont... Fardomp neuze nanarzhioù malv-gwenn spontus !
    Evit pevar den 'vo ezhomm :
    - Ur pakad nanarzhioù malv-gwenn
    - Div loaiad vras sukr lindr
    - Un nebeud takennoù livad-boued ruz
    hag un nebeud takennoù dour ha chug sitroñs
    Krogit o fardañ ar sklasañ livet. Dav neuze meskañ ar sukr lindr, al livad-boued hag ar sitroñs mesket gant an dour. Ma 'fell deoc'h kaout liv ruz-tan, ouzhpennit livad-boued. M'eo re zourek ar meskaj, ouzhpennit sukr-lindr.
    Gant beg ur gontell, tresit daoulagad ruz d'an nanarzhioù gant ar meskaj livet. Diwallit mat na redfe ket ar meskaj da lec'h all, sankit mat al liv en daoulagad.
    Skrijus eo neuze an nanarzhioù ? Efed brav a raint evit merenn-vihan Halloween !
    3 min
  • Rekipe riz 'mod Kanton
    Hiziv 'vo fardet riz 'giz Kanton, evit mont da heul pladoù pesked pe kig. Evit 4 den 'vo ezhomm : - 250 gr riz 'doare basmati pe thai - 50 gr piz bihan - div skejenn morzhed-hoc'h gwenn - ur vi - ul loaiad vras eoul sezam - div loaiad vras eoul arachidez hag un tammig holenn - Lakit ar riz da boazhañ e-barzh ur gastelodennad vras a zour sal. Ur wech poazhet, laoskit ar riz da zizourañ. - E keit-se, meskit ar vi gant an eoul sezam ha laoskit a-gostez. - Troc'hit ar skejennoù morzhed-hoc'h dre guboù ha laoskit a-gostez. - Lakit tommañ an eoul arachidez en ur wok ha pa teu moged, ouzhpennit ar riz. - Ouzhpennit d'ar meskaj, ar piz-bihan hag an tammoù morzhed-hoc'h 'vit ma 'vefe poazhet mat. Goude-se, lakit ar meskaj e-barzh ur plad. - Er wok tomm-mat c'hoazh, fardit un alumenn voan gant ar vi mesket. - A-raok na vefe re boazh an alumennig, ouzhpennit ar riz, ar piz hag ar morzhed-hoc'h. Ha setu, prest ar boued ! Ouzh taol !!
    2 min
  • Skol Ploeur
    Atersadenn : Skolidi Ploeur Sonerezh : Royals gant Lorde Rekipe : riz 'giz Kanton Keleier ar vugale : Ar valumed ha kampion ar bed apnée C'HOARI !!! "Peseurt loen a ra an trouz-se ?" Bannoù-treset a zo da c'hounit
    31 min
  • Skol Ploeur
    Atersadenn : Skolidi Ploeur
    Sonerezh : Royals gant Lorde
    Rekipe : riz 'giz Kanton
    Keleier ar vugale : Ar valumed ha kampion ar bed apnée
    C'HOARI !!!
    "Peseurt loen a ra an trouz-se ?"
    Bannoù-treset a zo da c'hounit
    31 min
  • Rekipe riz 'mod Kanton
    Hiziv 'vo fardet riz 'giz Kanton, evit mont da heul pladoù pesked pe kig.
    Evit 4 den 'vo ezhomm :
    - 250 gr riz 'doare basmati pe thai
    - 50 gr piz bihan
    - div skejenn morzhed-hoc'h gwenn
    - ur vi
    - ul loaiad vras eoul sezam
    - div loaiad vras eoul arachidez
    hag un tammig holenn
    - Lakit ar riz da boazhañ e-barzh ur gastelodennad vras a zour sal. Ur wech poazhet, laoskit ar riz da zizourañ.
    - E keit-se, meskit ar vi gant an eoul sezam ha laoskit a-gostez.
    - Troc'hit ar skejennoù morzhed-hoc'h dre guboù ha laoskit a-gostez.
    - Lakit tommañ an eoul arachidez en ur wok ha pa teu moged, ouzhpennit ar riz.
    - Ouzhpennit d'ar meskaj, ar piz-bihan hag an tammoù morzhed-hoc'h 'vit ma 'vefe poazhet mat. Goude-se, lakit ar meskaj e-barzh ur plad.
    - Er wok tomm-mat c'hoazh, fardit un alumenn voan gant ar vi mesket.
    - A-raok na vefe re boazh an alumennig, ouzhpennit ar riz, ar piz hag ar morzhed-hoc'h.
    Ha setu, prest ar boued ! Ouzh taol !!
    2 min
  • Louarnig skrijus miz Here
    Atersadenn : Niverenn nevez Louarnig gant Kami Sonerezh : Carmen gant Stromae Rekipe : madigoù Keleier ar vugale : An douar a zo re gozh evit ober goap anezhañ C'HOARI !!! "Pet tort a zo gant ar c'hañval ?" Levrioù Bolomelen a zo da c'hounit
    30 min
  • Rekipe madigoù
    Hiziv e kinnigan deoc'h fardañ madigoù. Reoù lipous ha yac'h, dispar evit ur gouel ! MARV-GWENN GANT BENT Evit pevar den 'vo ezhomm : - Un hanter werennad siroz bent - 8 folenn gelatin - 5 gwenn-vi - 500 gram sukr poultr - 50 gram glukoz hag holenn Evit kregiñ, lakit ar folennoù gelatin da vlotaat e-barzh dour-yen SON1 Lakit ar 5 gwenn-vi e-barzh ur robot-mesker gant un tammig holenn. Lakit ar sukr, ar glukoz hag ur banne dour da dommañ 'barzh ur gastellodenn. SON2. Laoskit ar sirop da virviñ 'pad 10 munud bennak o tiwall mat. E-keit-se, meskit ar vioù. SON3 Tennit ar gastellodenn diwar an tan ha skuilhit ar sirop ho peus fardet war ar vioù mesket. Dalc'hit da veskañ. Tennit ar folennoù gelatin diouzh an dour hag ouzhpennit anezho unan hag unan d'ar meskaj. Ouzhpennit goude-se ar sirop bent. Meskit en-dro an holl draoù e-barzh ar robod. SON3 Ur wech yenaet an traoù, lakit sukr lindr war foñs ur plad ha ledit an toaz. Ret gortoz 10 eurvezh bremañ. Ur wech sec'het un tu, grit ar memes-tra evit an tu all. Lakit sukr lindr war foñs ur plad ha lakit an tu all da serc'hiñ. Gant ur gontell, troc'hit an tammoù marv-gwenn a laonennoù. Yerc'hed mat !
    3 min

About Deomp dezhi !

From the publisher's feed

Ar bajenn-mañ zo evidoc'h, tud yaouank ! Ar re gozh a zo deuet mat ivez, sur ! Bep merc'her e yomp da ziskoachañ, asambles gant Benjamin, bed ar skiantoù, an natur, an Istor Vras peotramant koñchennoù…