Deomp dezhi !

Deomp dezhi !

By Radio KerneSociety & Culture
Download on the App Store

Deomp dezhi ! episodes

  • Arzhig Du
    Setu un abadenn nevez kinniget deoc'h
    gant Katell ha Morgane !
    Atersadenn : Arzhig Du troet e brezhoneg
    Sonerezh : U2
    Rekipe : Gwastellenn Arzhig Du
    C'HOARI !!!
    "Petra eo anv Arzhig Du e galleg ?"
    29 min
  • Rekipe Gwastellenn Arzhig Du
    Hiziv e vo fardet gwastellenn Arzhig Du, da laret eo, ar rekipe a blij a muiañ da Arzhig Du fardañ gant e dad. Hag evit-se em eus pedet Spot hag e vignoned da geginañ ganin.
    N'eo ket diaes ha ma 'z oc'h kollet, goulennit digant Tadig, sikour a raio ac'hanoc'h.
    Evit ar wastellenn-mañ 'vo ezhomm :
    - 1 yaourt plaen
    - 3 fod bleud
    - 2 vi
    - 2 bod sukr poultr
    - un hanter podad eoul
    - 1 sac'had goell
    Goulonderit ar podad yaourt en ur volenn.
    Gwalc'hit ha sec'hit ar pod hag a servijo da vuzuliañ goude-se.
    Ouzhpennit er volenn : ar bleud, ar viou, ar sukr, an eoul hag ar goell.
    Meskit mat pep-tra ha skuilhit en ur plad mat da vont er forn.
    Laoskit da boazhañ un hanter-eur da 180°
    Menam menam
    2 min
  • Rekipe gwatelenn chokolad ha flamboez
    Ur wastelenn a vo fardet hiziv en-dro... Ur wastelenn lipous ma zo unan, gant chokolad ha flamboez. Evit 4 den 'vo ezhomm : - 5 vi - Un 20 bennak a flamboez - 150 gramm amann - 160 gramm sukr - 125 gramm poultr amandez - 60 gramm bleud - 20 karrezenn chokolad gwenn da boazhañ - 1 sitroñs Lakit ar forn da dommañ war 180 derez ha ledit amann e foñs ur plad. Rannit ar gwennoù hag ar melenoù vi ha lakit ar gwennoù en ur volenn. Lakit an amann da deuziñ. Troc'hit ar chokolad a vunudoù. Gwalc'hit ar sitroñs ha rasklit e groc'henn. Meskit ar gwennoù-vi hag ouzhpennit ar sukr, an amann, an almandez, ar bleud, ar sitroñs hag ar chokolad. Meskit mat, gant ur robod ma 'zo ezhomm. Skuilhit an toaz er plad ha stalit ar flamboez war-benn. Lakit ar gwastellenn da dommañ er forn e-pad ur c'hard-eur.
    2 min
  • Rekipe gwatelenn chokolad ha flamboez
    Ur wastelenn a vo fardet hiziv en-dro... Ur wastelenn lipous ma zo unan, gant chokolad ha flamboez.
    Evit 4 den 'vo ezhomm :
    - 5 vi
    - Un 20 bennak a flamboez
    - 150 gramm amann
    - 160 gramm sukr
    - 125 gramm poultr amandez
    - 60 gramm bleud
    - 20 karrezenn chokolad gwenn da boazhañ
    - 1 sitroñs
    Lakit ar forn da dommañ war 180 derez ha ledit amann e foñs ur plad.
    Rannit ar gwennoù hag ar melenoù vi ha lakit ar gwennoù en ur volenn.
    Lakit an amann da deuziñ. Troc'hit ar chokolad a vunudoù. Gwalc'hit ar sitroñs ha rasklit e groc'henn.
    Meskit ar gwennoù-vi hag ouzhpennit ar sukr, an amann, an almandez, ar bleud, ar sitroñs hag ar chokolad. Meskit mat, gant ur robod ma 'zo ezhomm.
    Skuilhit an toaz er plad ha stalit ar flamboez war-benn. Lakit ar gwastellenn da dommañ er forn e-pad ur c'hard-eur.
    2 min
  • Devezh an dud jentil
    Atersadenn : Devezh an dud jentil Sonerezh : Birdy Rekipe : Gwastellenn an diskar-amzer C'HOARI !!! "Petra a vez lidet d'an 13 a viz Du ?" Plasoù evit parkoù dudi a zo da c'hounit
    30 min
  • Devezh an dud jentil
    Atersadenn : Devezh an dud jentil
    Sonerezh : Birdy
    Rekipe : Gwastellenn an diskar-amzer
    C'HOARI !!!
    "Petra a vez lidet d'an 13 a viz Du ?"
    Plasoù evit parkoù dudi a zo da c'hounit
    30 min
  • Setu un abadenn gouestlet da Halloween !!!
    Sed aze un abadenn skrijus a gonto deoc'h istor Halloween... Trouzioù iskiz a zo er studio hiziv... Katell ha Marianne a zo bet trapet gant troioù-hud... N'int ket tre en o jeu ! Sonerezh : Thriller gant Michael Jackson Rekipe : Nanarzhioù malv-gwenn spontus Kontadenn : "Tazmant an noz"
    30 min
  • Setu un abadenn gouestlet da Halloween !!!
    Sed aze un abadenn skrijus a gonto deoc'h istor Halloween... Trouzioù iskiz a zo er studio hiziv...
    Katell ha Marianne a zo bet trapet gant troioù-hud... N'int ket tre en o jeu !
    Sonerezh : Thriller gant Michael Jackson
    Rekipe : Nanarzhioù malv-gwenn spontus
    Kontadenn : "Tazmant an noz"
    30 min

About Deomp dezhi !

From the publisher's feed

Ar bajenn-mañ zo evidoc'h, tud yaouank ! Ar re gozh a zo deuet mat ivez, sur ! Bep merc'her e yomp da ziskoachañ, asambles gant Benjamin, bed ar skiantoù, an natur, an Istor Vras peotramant koñchennoù…