Karront Sant-Jakez

Karront Sant-Jakez

By RADIO KERNEMusic
Download on the App Store

Karront Sant-Jakez episodes

  • Ar steredegoù (6/6)
    Ma 'g oc'h intereset gant ar stered hag ar steredegoù 'zo ur bern traoù a c'hallo sikour ac'hanoc'h ma peus c'hoant : kartennoù deus an oabl pe c'hoazh maeziantoù (lojisieloù), war Internet peotramant war an telefonoù-chakod. Dominique Merrien zo c'hoazh asambles gant Benjamin Bouard.
    5 min
  • Ar steredegoù (5/6)
    Eizh steredeg ha pevar-ugent a c'haller gwelet en oabl etre tout, evel ma oa bet lâret deoc'h gant Dominique Merrien ha Benjamin Bouard er c'hronikennoù all : lod a c'haller gwelet mad-tre amañ, ha lod all ne vênt ket gwelet tamm ebet ac'hann. Ha ma n'oc'h ket boaz, anveout ar stered hag ar steredegoù a c'hall bezañ diaes a-walc'h memestra. Dre voneur 'vez kavet kartennoù deus ar steredegoù hag a c'hallo sikour ac'hanoc'h kalzig, ma peus c'hoant da sellet deuzouto ho-unan.
    7 min
  • Ar steredegoù (4/6)
    Soñj 'peus : eizh steredeg ha pevar-ugent a c'haller gwelet en oabl etre tout, met n'haller ket gwelet anezho tout amañ e Breizh evel-just ! Lod a vez gwelet mad-tre amañ, ha lod all a chomo kuzhet evidomp. Dav eo mont deus an tu all da c'houriz ar bed (« équateur » ma karit) evit kavout steredegoù all. Dominique Merrien en-dro, asambles gant Benjamin Bouard.
    8 min
  • Ar steredegoù (3/6)
    Eizh steredeg ha pevar-ugent a zo bet anveet en ur mod ofisiel gant an UAI (Union astronomique internationale) met n'haller ket gwelet anezho tout forzh pelec'h war an Douar. An dra-se zepand e pelec'h emaomp war an Douar ha pevare : hervez ar vro hag hervez ar sezon 'vo ket gwelet atô memestra. Dominique Merrien en-dro adarre, asambles gant Benjamin Bouard.
    5 min
  • Ar steredegoù (2/6)
    Eizh steredeg ha pevar-ugent a zo bet anveet en ur mod ofisiel gant an UAI (Union astronomique internationale) ha tout o anvioù zo e latin. Met e-barzh pep bro 'vez kavet anvioù all, e yezh ar vro. Met dav kompren memestra ne sinifi netra : e-barzh ur steredeg n'eus ket tamm liamm ebet etre ar stered. Dominique Merrien zo 'vont da zisplegañ tout an dra-se deomp, asambles gant Benjamin Bouard.
    5 min
  • Ar steredegoù (1/6)
    An oabl a zo un tamm bihan evel ur mirdi en ur mod, pe ul levr. Pa teu an noz 'zo a-bep seurt traoù da welet ennañ, al loar, ar planedennoù hag ar stered. Met kemend-all a viliarioù stered a zo en oabl o deus bet ezhomm an dud sur a-walc'h da ijinañ steredegoù (« constellations ») kuit da vezañ kollet-net. Ha pell zo eo bet savet ar steredegoù kentañ : 4000 bloaz 'zo an hini oa, gant ar pobloù mezopotamian. Dominique Merrien en-dro, asambles gant Benjamin Bouard.
    6 min
  • Ar galaksiennoù (4/4)
    Lod lâr n'eus ket fin ebet d'an Egor. Lod lâr zo muioc'h evit unan . Gant piv emañ ar wirionez ? Evit c'hoazh 'c'hallit bezañ sur n'eus den a zo gouest da gompren penaos ya an Egor en-dro, e-giz m'emañ Dominique Merrien 'vont da lâret deomp, asambles gant Benjamin Bouard.
    4 min
  • Ar galasksiennoù (3/4)
    N'omp ket deuet a-benn da gompren c'hoazh penaos ya ur galaksienn en-dro gant ar stered a zo e-barzh. Treiñ a ra ar galaksiennoù met n'ouzer ket perak. Lod lâr a c'hallfe bezañ efed an dañvez du (« matière noire »), met pezh eo den ne oar petra eo an dra-se ken nebeud ! Dominique Merrien zo asambles gant Benjamin Bouard.
    6 min
  • Ar galaksiennoù (2/4)
    Kalz galaksiennoù zo ha n'int ket heñvel an eil deus ar re all, 'blam d'ar mod 'oant en em formet digentañ marteze a-walc'h. Dominique Merrien lâr deomp peseurt galaksiennoù a c'haller kavout en oabl, asambles gant Benjamin Bouard.(
    4 min
  • Ar galaksiennoù (1/4)
    Kozh-Noe eo ar galaksiennoù, met ne ra ket ken pell-se 'anveomp anezho. An hini kentañ 'neus gwelet ur galaskienn all a oa Edwin Hubble er bloavezhioù 1920, met hennezh 'noa ket komprenet diouzhtu petra oa. Met bremañ, kant vloaz goude, 'anveomp kalz muioc'h a draoù war ar galaksiennoù, ken omp bet gouest da gompren penaos int deuet war-wel. Dominique Merrien 'zo 'vont da gontañ tout an dra-se deomp, asambles gant Benjamin Bouard.
    6 min

About Karront Sant-Jakez

From the publisher's feed

Pegen tomm eo an amzer war-c'horre Merc'her ? Petra eo un asteroidenn ? Pet galaksienn a c'haller gwelet en oabl ? Pegeit zo deus an Douar d'al Loar ? Mont a raimp da veajiñ dre Garront Sant-Jakez ha…